Keloù 'm eus bet digant Fulup Kloareg. ||| J'ai eu des nouvelles de Fulup Kloareg. Dont a raio da gejañ ganeomp d'ar Gwener 4 a viz Gouere. ||| Il viendra nous rencontrer vendredi 4 Juillet. - Memes lec'h : Sal an Neved e Oaled ar Gumun, e bourc'h Plogoneg. ||| - Même endroit : Salle Neved au Foyer Communal, au bourg de Plogoneg. - An eur : evel boaz, d.l.e. 6e d'abardaez. ||| - L'heure : comme d'habitude, c. à d. 18h. Adlakaat a ran dindan an nebeud linennoù am boa dija kaset deoc'h evit kinnig tem an abadenn. ||| Je remets ci-dessous les quelques lignes que je vous ai déjà envoyées pour présenter le thème de la séance. Ur gudennig : Fulup n'eo ket dibrez ken d'ar Merc'her 18 ! ||| Un problème : Fulup n'est plus libre mercredi 18 ! Komzet en deus eus un deiziad all, a c'hellfe bezañ ar Gwener 4 a viz Gouere. ||| Il a parlé d'une autre date, qui pourrait être vendredi 4 Juillet. Netra sur evit ar mare. ||| Rien de sûr pour l'instant. Gortozomp ! ||| Attendons ! Evel-just e lârin deoc'h pa ouzin hiroc'h. ||| Quand j'en saurai plus je vous le dirai. Met, evit ar re a fello dezho, e kinnigan en em welout memestra peogwir eo dalc'het ar sal... ||| Mais, pour ceux qui le souhatent, je propose de se voir quand même puisque la salle est retenue... D'ober petra ? ||| Pour faire quoi? Flapañ, komz eus tra-mañ-tra, perak ket treiñ uf frazenn pe ziv eus al galleg d'ar brezhoneg, pe ar c'hontrol pe gerioù, troioù-lavar omp boas da implij e galleg... ha n'ouzomp ket re penaos lavarout ar memestra e brezhoneg... ||| Bavarder, parler de choses et autres, pourquoi pas traduire une phrase ou deux du français au breton, ou l'inverse ou des mots, des expression que nous avons l'habitude d'utiliser en français... et ne savons trop comment dire l'équivalent en français... Setu amañ un nebeud skouerioù tennet eus "Teurel blaz war ar yezh" savet gant Mark Kerrain. ||| Voici quelques exemples tirés de "Teurel blaz war ar yezh" écrit par Mark Kerrain. informer quelqu'un à propos de quelque chose ||| reiñ anaoudegezh eus un dra bennak da unan bennak jeter de l'argent par la fenêtre ||| skeiñ arc'hant er mor jeter de l'argent par la fenêtre ||| flutañ arc'hant hep o zañva la mettre en veilleuse ||| reiñ peoc'h la mettre en veilleuse ||| serriñ e c'henoù la mettre en veilleuse ||| plegañ touchenn tondre un oeuf ||| bezañ tost da douzañ kein ul laouenn-dar Ha kement 'zo ! || Etc. Gallout a rafemp treuzkas al levr eus an eil d'egile, da bep hini da zibab ur ger pe un dro-lavar, ha d'an holl ac'hanomp da ginnig penaos lavarout an dra-se e brezhoneg... ||| Nous pourrions faire passer le livre de l'un à l'autre, à chacun de choisir un mot ou une expression, et à nous tous de proposer comment le ou la dire en breton... 'Benn ar merc'her 'zo 'tont 'ta. ||| Donc, à mercredi. Karget mat eo implij-amzer an dud er mareoù-mañ ! ||| Les emplois du temps sont bien chargés ces temps-ci ! Setu perak e vo cheñchamantoù bihan e mont en-dro hon obererezh. ||| C'est pourquoi il y aura quelques changements dans le déroulement de notre activité. Met n'eo ket ar wech kentañ ! ||| Mais ce n'est pas la première fois ! N'eo ket 'ta d'ur Gwener e vo an abadenn da zont, met d'ar Merc'her 18 a viz-mañ (Mezheven). ||| Ce n'est donc pas un vendredi qu'aura lieu la prochaine séance, mais mercredi 18 de ce mois (Juin). Mod all, memes lec'h : sal an Neved e Oaled ar Gumun, memes eur : adalek 6e d'abardaez. ||| Autrement, même endroit : salle Neved au Foyer Communal, même horaire : à partir de 18h. Gant piv e kejimp ? ||| Qui rencontrerons-nous ? Gant unan hon eus bet dija ar blijadur da eskemm gantañ : Fulup Kloareg, a zo deuet da gomz deomp eus ar Vro Vrazil, hag en deus heñchet ac'hanomp ur wech all a-dreuz straedoù Douarnenez d'ober anaoudegezh gant istor ar gêr. ||| Quelqu'un avec qui nous avons déjà eu le plaisir d'échanger : Fulup Kloareg, qui est venu nous parler du Brésil, et nous a guidés une autre fois à travers les rues de Douarnenez pour découvrir l'histoire de la ville. An taol-mañ e komzo deomp diwar-benn ar galleg iskis-se ("galleg saout" a lâr lod, "kreoleg" a embann tud all) a glever amañ hag ahont digant tud ar rummad-se o deus divizet, o buhez-pad, lakaat ur yezh dianav ganto da vezañ yezh o zi hag o bugale. ||| Cette fois il nous parlera de ce français étrange ("galleg saout" disent certains, "créole" annoncent d'autres) que l'on entend ici et là chez les gens de cette génération qui ont décidé, pendant toute leur vie, de faire d'une langue inconnue d'eux la langue de leur foyer et de leurs enfants. "Evel ma tivizfen ober, a-daol-trumm, eus ar saozneg yezh ma bugale er gêr. ||| "Comme si je décidais, du jour au lendemain, de faire de l'anglais la langue de mes enfants chez moi. Evel-se eo en em lakaas tud Douarnenez da gomz galleg. ||| C'est ainsi que les gens de Douarnenez se sont mis à parler français. Galleg fall !" a skriv Fulup. ||| Un mauvais français !" écrit Fulup. Ha kenderc'hel a ra : "Koulskoude, n'eus ket da enebiñ ur yezh ouzh eben". ||| "Et il continue : "Pourtant, il n'y a pas à opposer une langue à l'autre". Gallout a reont bezañ keñver-ha keñver e penn an dud. ||| Elles peuvent cohabiter dans la tête des gens. Anavezout a reer an disoc'h : ur c'hant mil bennak a vrezhonegerien hiziv pa oant ur milion hanter-kant vloaz 'zo. ||| Le résultat est connu : environ cent mille brittophones aujourd'hui quand ils étaient un million il y a cinquante ans. Met unan a oar ober ar gwellañ eus ar gwashañ eo Fulup. ||| Mais Fulup est quelqu'un qui sait tirer le meilleur du pire. Embann a ra : "Gouzout ar galleg distumm-se a zo ur mod a-zoare evit adtapout ar brezhoneg". ||| Il affirme : "Connaitre ce français déformé est un formidable moyen de se réapproprier le breton". Ha kinnig a ra bep sizhun abadennoù dedennus-kenañ a zo o fal kompren an eil yezh dre eben, ha mont pelloc'h, ha gwelloc'h gant ar brezhoneg dre an "douarnenezeg". ||| Et chaque semaine il propose des séances de grand intérêt dont le but est de comprendre une langue par l'intermédiaire de l'autre, et progresser en breton par le "douarneniste". Diwar-benn an obererezh-se eo a fell da Fulup komz deomp d'ar Merc'her 'zo 'tont. ||| C'est de cette activité dont Fulup veut nous parler mercredi prochain. Un abadenn hag a vo, sur, ken plijus ha ken kentelius hag an hini hon eus bevet, un nebeud bloavezhioù 'zo, gant Herve Lossec a oa deuet da gomz deomp diwar-benn e enklaskoù war ar brezhonegadurioù e galleg. ||| Une séance qui sera, assurément, aussi plaisante et instructive que celle que nous avons connue, il y a quelques années, avec Hervé Lossec venu nous parler de ses recherches sur les bretonnismes en français. Un emgav hon eus gant didier Dreo d'ar Sul 27 a viz Ebrel, da 4e g.m., e Sal an Neved e Oaled Kumun Plogoneg. Nous avons rendez-vous avec Didier Dreo dimanche 27 Avril, à 16h, salle Neved, au Foyer Communal de Plogoneg. Un abadenn divoas 'vo rak n'eo ket nemet kaozeal ganeomp a raio Didier. Ce sera une séance un peu inhabituelle car Didier ne fera pas que nous parler. Kanañ a raio ivez, ha seniñ gant e c'hitar. Ha dont a raio Loeiza Beauvir da ganañ gantañ. Il chantera également et jouera de la guitare. Loeiza Beauvir chantera aussi avec lui. Muzikaner, gitarour, kaner, sonaozour eo Didier. Didier est musicien, guitariste, chanteur, compositeur. Un den donezonet eo, sur, met kement a dalant a c'hellfe seblantout gwall zister ma ne vije ket awenet gant... sevenadur, spered hag ene e vro, Breizh. C'est quelqu'un de talentueux, assurément, mais tant de talents pourraient n'être que peu de chose s'il n'était inspiré par... la culture, l'esprit et l'âme de son pays, la Bretagne. Soubet eo bet e vugaleaj er brezhoneg, dre an istorioù kontet dezhañ gant e dad-kozh, e vamm hag e dad. Son enfance a été immergée dans la langue bretonne, à travers les histoires que lui contaient son grand-père, sa mère et son père. Didier o selaoue, hag o sanke en e eñvor. Didier les écoutait, et les conservait en mémoire. Diouto e savas tonioù gwriziennet don e sonerezh hengounel, tonioù a zoug Breizh a-bezh en XXIvet kantved. Il en a composé des airs profondément enracinés dans la musique traditionnelle, des airs qui portent la Bretagne entière au XXIième siècle. Diouto e sav ivez kanaouennoù a gont istor tud ar vro, evel hini e dad-kozh o tont en-dro eus ar foar, en ur yezh skeudennoù e-leizh enni, leun a varzhoniezh hag a fent... Il en a aussi composé des chansons qui racontent l'histoire des gens du pays, comme celle de son grand-père rentrant de la foire, dans une langue toute imagée, pleine de poésie et d'humour... Gant ar strollad "Kern", bet krouet gantañ, en deus produet teir fladenn : Avec le groupe "Kern", qu'il a créé, il a produit 3 C.D. : "Lusk an Amzer" e 1995, "Eñvorioù Gwechall" e 1996, ha "Bed ar gaou, Bed ar spi" e 1999. "Lusk an Amzer" ("Le rythme du temps") e 1995, "Eñvorioù Gwechall" ("Souvenirs d'autrefois") e 1996, ha "Bed ar gaou, Bed ar spi" ("Monde du mensonge, Monde de l'espoir") e 1999. Enrollet en deus ivez, e-unan-penn, ur bladenn all :"Kerdin da zirouestlañ". Il a aussi enregistré, en solo, un autre C.D. : "Kerdin da zirouestlañ" ("Cordes à démêler"). Kompozet en deus sonerezh "Ur wech e oa Telo", an arvest savet evit lidañ ugent vloaz a gevellañ etre Plogoneg ha Llandysul. Il a composé la musique de "Ur wech e oa Telo" ("Il était une fois Telo"), le spectacle monté pour célébrer les vingt ans de jumelage entre Plogoneg et Llandysul. Sonet en deus evit meur a bladenn enrollet gant Nolwenn Korbel. ||| Il a joué pour plusieurs C.D. enregistrés par Nolwenn Korbel. Penn-kor eo pevar laz-kanañ ivez, abaoe 2019. ||| Il est également Chef de choeur de quatre chorales, depuis 2019. "Mouezh Bro Konk" e Konk-Kerne, nemet kanaouennoù e brezhoneg gantañ, "La Chorale des Étangs" e Rosporden, "Mouezhioù Pluguen", "Kan ar Vag" en Ospital. ||| "Mouezh Bro Konk" à Concarneau, qui ne chante qu'en breton, "La chorale des Étangs" à Rosporden, "Mouezhioù Pluguen" à Pluguffann, "Kan ar Vag" à l'Hôpital Kamfrout. Kanaouennoù e brezhoneg hag e kastilhaneg a vez savet ingal evito gant Didier. ||| Didier compose régulièrement pour elles des chansons en breton et en espagnol. Ur raktres nevez a zo deut dezhañ e 2023 : ur bladenn graet gantañ e-unan, enni tammoù sonerezh gant ar gitar ha kanaouennoù e brezhoneg. ||| En 2023, il conçoit un nouveau projet : un C.D. en solo, avec des morceaux à la guitare et des chansons en breton. Loeiza Beauvir, hag e vugale, a gano gantañ. ||| Il sera accompagné au chant par ses enfants et Loeiza Beauvir. "Ba' tal ar bern foenn" eo hec'h anv, ha dont a raio er-maez a benn nebeud. ||| Il sera intitulé "Ba' tal ar bern foenn" et sortira d'ici peu. Ur raktres all a zo gant Didier, reiñ lañs en-dro d'an oratorio keltiek "Tremar" krouet gantañ e 2000 ha c'hoariet e 2003 gant C'hoariva Kerne e Kemper. ||| Didier a un autre projet, reprendre l'oratorio "Tremar" qu'il avait créé en 2000 et qui avait été joué au Théâtre de Cornouaille à Quimper en 2003. Un emgav evit eskemm gant un arzour, hag ouzhpenn ur sonadeg. ||| Un rendez-vous pour échanger avec un artiste, et en plus un concert. Un emgav na c'heller ket c'hwitañ : Sul 27 a viz Ebrel, da 4e g.m., Sal an Neved, e Oaled ar Gumun, Straed ar Skolioù, e bourc'h Plogoneg. ||| Un rendez-vous à ne pas manquer : dimanche 27 Avril, 16h, salle Neved, au Foyer Communal, rue des Écoles, au bourg de Plogoneg. Digoust evel boaz, evel pep abadenn "kontañ kaoz", met pep hini a c'hello reiñ hervez e soñj. ||| Entrée libre comme d'habitude, comme chaque séance "kontañ kaoz", mais participation libre à la convenance de chacun. Kinnig a ran en em vodañ evit kontañ kaoz un tamm d'ar Gwener zo 'tont, 4 aviz Ebrel. ||| Je vous propose de nous retrouver pour parler un peu vendredi prochain, 4 Avril. Kouviad ebet ! Un digarez a-feson evit flapañ etrezomp eus tra-mañ-tra : ||| Pas d'invité ! Une bonne occasion pour bavarder entre nous de choses et autres : Petra 'vo graet en abadennoù da zont ? ||| Que faire lors des prochaines séances ? Derc’hel da bediñ tud ? ||| Continuer à inviter des gens ? Ijinañ obererezhioù a zigorfe frankoc'h d'ar berzhidi an dro da gomz ? ||| Imaginer des activités qui permettraient aux participants de prendre davantage la parole ? Kinnig a ran ober evel-henn e-pad ul lodenn eus abadenn ar Gwener zo 'tont : ||| Pendant une partie de la séance de vendrdi prochain, je propose de faire comme suit : Pep hini a zeu gant ur frazenn, pe ziv, e galleg pe e brezhoneg, hag holl asambles e troomp anezho er yezh all. ||| Chacun vient avec une phrase, ou deux, en français ou en breton, et tous ensemble nous les traduisons dans l'autre langue N'eo nemet ur mennozh, ha tra ken ! ||| Ce n'est qu'une idée, rien de plus ! Mod all, dalc'hit endervezh ar Sul 27 a viz Ebrel. ||| Autrement, réservez l'après-midi du dimanche 27 Avril. Didier Dreo a zeuio da gejañ ganeomp. ||| Didier Dreo viendra nous rencontrer. Komz a raio e bladenn nevez ha komz a raio eus plas ar brezhoneg hag ar sonerezh en e vuhez. ||| Il parlera de son nouveau CD, et parlera de la place du breton et de la musique dans sa vie. Kan a raio ivez kanaouennoù 'zo e bladenn. ||| Il chantera aussi certaines chansons de son CD. Skrivañ a rin hiroc'h deoc'h war an abadenn-se. ||| Je vous écrirez plus longuement à propos de cette séance. Na zisoñjit ket : d'ar Sul zo 'tont (16 a viz Meurzh) e teuio Rozenn Milin da eskemm ganeomp ha kinnig he levr nevez deuet er-maez : "La honte et le châtiment". ||| N'oubliez pas : dimanche prochain (16 Mars), Rozenn Milin viendra échanger avec nous et présenter son livre nouvellement paru : "La honte et le châtiment". Displegañ a raio penaos ha perak eo bet dilezet o yezh gant ar Vretoned hag ivez perak ha penaos an doareoù gwaskañ implijet e Breizh gant Stad ar Frañs o deus roet disoc'hoù disheñvel e broioù all, en Afrika da skouer. ||| Elle nous expliquera comment et pourquoi les bretons ont abandonné leur langue et aussi pourquoi et comment les méthodes répressives utilisées en Bretagne par l'Etat Français ont eu des résultats différents dans d'autres pays, en Afrique par exemple. E sal "Arpège" e vo graet, da 4e g.m. ||| Cela se passera à l'"Arpège", à 16h. Posubl e vo prenañ levr Rozenn... hag evañ ur banne... un digarez da hiraat an abadenn evit flapañ un tamm muioc'h... ||| On pourra acheter le livre de Rozenn... et boire un verre... l'occasion de prolonger la séance pour bavarder un peu plus... Taolit evezh : hantervaraton a vo d'an deiz-se ha ne vo ket aes da vont ha dont etre Lokorn ha Kemper gant ur c'harr. ||| Attention : pour cause de semi-marathon, la circulation automobile sera difficile ce jour là entre Locronan et Quimper. Kantadoù ha kantadoù tud a vo o redek war an hentoù. Tremen dre vourc'h Plogoneg a raint. ||| Il y aura des centaines de gens à courir sur les routes. Ils passeront par le bourg de Plogoneg. Serret e vo 'ta hentoù ha straedoù 'zo e-pad ur prantad tro-dro hag e-barzh ar vourc'h. ||| Certaines routes et rues seront donc fermées pendant un moment aux alentours et dans le bourg. Ma 'ya pep tra evel m'eo bet rakwelet gant an aozerien e vo distank pep tra er vourc'h da 3e15 g.m met stanket e chomo an hent etre ar vourc'h ha kroaz-hent ar C'hroezioù betek 3e30 g.m. ||| Si tout se passe comme l'ont prévu les organisateurs, tout sera libre dans le bourg à 15h15 mais la route entre le bourg et le rond-point du Croëzioù restera fermée jusqu'à 15h30. War-lerc'h e vo tro d'an hent departamant 63 (an hent kozh da vont da Gemper adalek ar C'hroezioù) da vezañ aloubet gant rederien. ||| Ensuite ce sera au tour de la départementale 63 (la vieille route de Quimper à partir du Croëzioù) d'être envahie de coureurs. Met an hent-bras (an hini a zegouezh e Kerfeunteun) a vo distank penn-da-benn adalek an eur-se (3e30 g.m.) etre Kemper ha Plogoneg. ||| Mais la grande route (celle qui arrive à Kerfeunteun) sera complètement libre à partir de cette heure-là (15h30) entre Quimper et Plogoneg. Setu. ||| Voilà. Hervez an hent emaoc'h o soñj heuliañ evit dont betek bourc'h Plogonege vo furoc'h loc'hañ un tammig abretoc'h kenkaz ma vefe stanket an hent e lec'h-mañ-lec'h. ||| Selon la route que vous avez l'intention de prendre pour venir jusqu'au bourg de Plogoneg, il sera plus sage de partir un peu plus tôt en cas de route barrée ici ou là. Evel ma ouzit dija, peogwir em eus bet tro da venegiñ an darvoud-mañ meur a wech er mizioù paseet, e teuio Rozenn Milin, d'ar 16 a viz Meurzh, da ginnig deomp disoc'hoù he labour enklask diwar-benn dilez o yezh gant ar Vretoned, hag al levr he deus tennet dioutañ. ||| Comme vous le savez déjà, parce que je l'ai mentionné plus d'une fois ces derniers mois, le 16 Mars, Rozenn Milin viendra nous présenter les résultats de son travail de recherche à propos de l'abandon de leur langue par les Bretons, et le livre qu'elle en a tiré. N'eo ket aes kinnig Rozenn Milin, ken liesseurt eo an tennoù war hent he buhez vicherel. ||| Présenter Rozenn Milin n'est pas facile, tant sont varièes les étapes de sa vie professionnelle. Beajet he deus kalz a-dreuz broioù ar bed evit abegoù a bep seurt : studioù, micherioù liesseurt, al lodenn vrasañ anezho liammet gant ar c’hleweled (kazetennerez, buhezourez, filmaozourez, produerez...). ||| Elle a beaucoup voyagé de par le monde, pour différentes raisons : études, métiers divers, la plupart d'entre eux liés à l'audiovisuel (journaliste, animatrice, réalisatrice, productrice...). Pennrenerez TV Breizh eo bet betek 2002, a-raok mont kuit da vBeijing e-lec'h e chomas e-pad daou vloaz e karg eus ar c’hleweled e kannati Frañs. ||| Elle a été directrice générale de TV Breizh jusqu'en 2002, avant de partir pour Pekin où elle est restée deux ans, en charge de l'audiovisuel à l'ambassade de France . "An neb en deus gwelet kalz a draoù a c'hell derc'hel soñj eus kalz a draoù" evel ma skrive La Fontaine. ||| "Quiconque a beaucoup vu peut avoir beaucoup retenu" comme écrivait La Fontaine. Hag e-touez an traoù dalc'het soñj anezho ganti e oa, sur a-walc'h, liesseurted yezhoù ar bed, kalz anezho o vezañ yezhoù bihan niver o c'homzerien, yezhoù en arvar da vont da get... ||| Et au nombre des choses retenues par elle il y avait, certainement, la diversité des langues du monde, beaucoup d'entre elles étant des langues minoritaires, des langues en danger de disparaitre... Rak ur wech distroet d'ar vro e savas ur raktres evit renabliñ ha saveteiñ anezho, ur raktres kemeret e karg gant Diazezadur Chirac hag anvet Sorosoro. ||| Car, une fois revenue au pays, elle monte un projet pour les recenser et les préserver, un projet repris par la Fondation Chirac et appelé Sorosoro. Kregiñ a reas neuze ul labour filmañ yezhoù ha sevenadurioù en arvar war ar pemp kevandir. ||| Elle a commencé alors un travail de tournage sur les langues et les cultures en danger sur les cinq continents. Paouez a ra an Diazezadur Chirac da arc'hantaouiñ ar raktres e 2012. ||| La Fondation Chirac cesse de financer le projet en 2012. Setu chomet a-sav oberiantiz Sorosoro e-pad tri bloaz. ||| Voilà donc l'activité de Sorosoro à l'arrêt pendant trois ans. Divizout a reas Rozenn da reiñ lañs en-dro dezhañ. ||| Rozenn décida de le relancer. Ar wech-mañ, o sachañ an evezh war yezhoù komzet war diriadoù ar Stad Gall, gant un embregerezh produiñ kleweled anvet "Bo Travail" e kenlabour evit Arte o produiñ un heuliad abadennoù diwar-benn yezhoù en arvar da vont da get en Afrika. ||| En portant cette fois l'attention sur les langues parlées sur les territoires de l'Etat français, avec une entreprise de production audiovisuelle appelée "Bo Travail", elle collabore, pour Arte, en produisant une série d'émission sur les langues en danger de disparaitre en Afrique. Anvet he deus an heuliad-mañ "Ar yezhoù-se na fell ket dezho mervel". ||| Elle a appelé cette série "Ces langues qui ne veulent pas mourir". Gant ar skiant prenet dre an all obererezhioù-se he deus skrivet un dezenn a zoktorelezh anvet "Eus ar votez d'ar c'hlopenn marmouz - Istor, doareoù-ober ha heuliadoù gourlakaat dre nerzh ur yezh mestr war ar re all : Breizh, senegal ha tiriadoù all". ||| De l'expérience acquise à travers toutes ces activités, elle a écrit une thèse de doctorat intitulée "Du sabot au crane de singe - Histoire, modalités et conséquences de l'imposition d'une langue dominante sur les autres : Bretagne, Sénégal et autres territoires". Setu resis an danvez a vo pleustret warnañ gant Rozenn d'ar 16 a viz Meurzh, gant respontoù d'ar goulennoù-mañ : ||| Voilà précisément ce dont Rozenn viendra nous entretenir le 16 Mars, avec des réponses aux questions suivantes : - Penaos eo aet ken buan war e ziskar ur yezh a oa gwechall ken yac'h ha birvidik ? ||| - Comment une langue autrefois si florissante a-t-elle décliné aussi vite ? - Peseurt roll a zo bet gant ar Stad Gall ? ||| - Quel a été le rôle de l'Etat français ? - Peseurt roll a zo bet gant ar Skol hag he doareoù-ober evel hini ar "simbol" ? ||| - Quel a été le rôle de l'Ecole et de ses méthodes comme celle du "symbole" ? - Petra eo efedoù seurt doareoù-ober chifus, gwallgasus hag a-wechoù feuls el lec'hioù m'int bet implijet ? ||| - Quels sont les effets de telles pratiques vexatoires, malveillantes et parfois violentes là où elles ont été utilisées ? Sed aze goulennoù n'en deus ket manket hini ebet ac'hanomp da sevel n'eus ket pell 'zo war-lerc'h embann digresk spontus niver ar vrezhonegerien (tost an hanter anezho dindan ur prantad berr a c'hwec'h vloaz). ||| Voilà des questions que chacun d'entre nous n'a pas manqué de se poser il y a peu après l'annonce du terrible déclin du nombre des brittophones (presque de moitié sur une courte période de six ans). Goulennoù a vo respontet dezho gant an titouroù a zegaso Rozenn deomp d'ar Sul 16 a viz Meurzh, da 4e g.m., er sal "Arpège", straed ar Stad, e Bourc'h Plogoneg. ||| Des questions auxquelles répondront les renseignements que nous apportera Rozenn Dimanche 16 Marsà 16h, salle Arpège, rue du Stade, au bourg de Plogoneg. Treuzkasit ar c'heloù-mañ d'ho mignoned, ha pa ne gomprenfent ket brezhoneg. ||| Communiquez cette information à vos amis, même s'ils ne comprennent pas le breton. Graet e vo, war ar prim, un droidigezh e galleg. ||| Une traduction simultanée en français sera assurée. Met dav dezho derc'hel en a-raok un tokarn-selaou, deomp da c'houzout pet e vo dav feurmiñ... ||| Mais il faudra qu'ils retiennent à l'avance un casque-écouteur, pour que nous sachions combien il faudra louer... Kas a ran ar postel-mañ d'ar re ac'hanoc'h a zeu ingal pe ingaloc'h d'an abadennoù "Kontañ kaoz". ||| J'envoie cet e-mail à ceux d'entre vous qui viennent assez souvent aux séances "Kontañ kaoz". Evel ma ouzoc'h e vo dalc'het abadenn da zont d'ar Sadorn 8 a zeu, en AHDOD. ||| Comme vous le savez, la prochaine séance aura lieu samedi 8 prochain à l'EHPAD Un taol-esae eo, evel 'm eus lavaret dija. ||| Comme je l'ai déjà dit, c'est un coup d'essai. Gouzout a ran ez eus en AHDOD ur pemzek annezad bennak a zo dedennet, met, evit lâret ar wirionez, n'ouzon ket pet ac'hanomp a vo dedennet gant mont d'an AHDOD d'ur Sadorn abred goude kreisteiz (2e30 gm)! ||| Je sais qu'à l'EHPAD il y a une quinzaine de résidents qui sont intéressés, mais, à vrai dire, je ne sais pas combien d'entre nous serons intéressés pour aller à l'EHPAD un samedi après-midi (14h30) ! Evit ma vefe kredapl an intrudu (d.l.e. un abadenn e brezhoneg asambles : tud an diavaez hag annezidi an Ti Retred), e vefe ret deomp bezañ un dek bennak... da nebeutañ. ||| Pour rendre crédible l'initiative (une séance en brerton ensemble : gens de l'extérieur et résidents de la Maison de Retraite), il faudrait que nous soyons une dizaine... au moins. Neuze, emgav disadorn, 2e30 goude merenn... ||| Alors, rendez-vous samedi, 14h30... Andrev Sezneg a vo dreist, evel boaz 🙂. ||| Comme à son habitude, Andev Sezneg se surpassera 🙂. Morse n'eus bet, moarvat, div abadenn "kontañ kaoz" da heul ken tost an eil ouzh eben. ||| Jamais sans doute deux séances "kontañ kaoz" ne se sont suivies d'aussi près. An hini da zont a vo d'ar Sadorn 8 a viz C'hwevrer, d.l.e. ur sizhunvezh war-lerc'h an hini gant Eliane Ansquer. ||| La prochaine aura lieu samedi 8 Février, c. à d. une semaine après celle avec Eliane Ansquer. Ha n'eo ket e Oaled ar Gumun e vo graet evel boaz met... en AHDOD (Annez Herberc'hiañ evit an Dud Oadet Dalc'het), ADHOD Penn ar Steïr, 1 straed Landibilig, e Plogoneg ||| Ce ne sera pas au Foyer Communal comme d'habitude mais... à l'EHPAD (Etablissement d'Hébergement pour Personnes Agées Dépendantes), EHPAD Penn ar Steïr, 1 rue de Landibilic, à Plogoneg (war an tu kleiz o sortial eus bourc'h Plogoneg gant an hent da vont da Lokorn). ||| (sur la gauche en sortant du bourg de Plogoneg par la route de Locronan) Andrev Sezneg eo an hini a zeuio, evel ur bloaz 'zo, da livañ deomp istorioù boemus tennet diouzh e sac'had marvailher. ||| C'est Andrev Sezneg qui viendra, comme il y a un an, nous raconter de belles histoires tirées de son sac de conteur. Deomp, ha da annezidi an AHDOD a zigoro an dorioù deomp. ||| A nous et aux résidents de l'EHPAD qui nous ouvrira ses portes. Un doare a-feson da brofañ d'an annezidi un diduamant e yezh o yaouankiz a zo bet, evit kalz anezho sur a-walc’h, yezh o buhez. ||| Un manière d'offrir aux résidents un loisir dans la langue qui a été, certainement pour beaucoup d'entre eux, la langue de leur existence. Hag evidomp, un dro da gejañ gant ur rummad tud emañ ganto soutilded ur yezh bet desket war barlenn o mamm en un endro ma oa ar yezh-se ar yezh pennañ. Et pour nous l'occasion de rencontrer une génération dépositaire de la subtilité d'une langue maternelle apprise dans un environnement où cette langue était majoritaire. Mont en-dro an AHDOD ha boazioù an annezidi eo a c’hourc’hemenn an eurioù : da 2e30 goude merenn e krogo an traoù. ||| Ce sont le fonctionnement de l'EHPAD et les habitudes des résidents qui commandent les horaires : la séance démarrera à 14h30. Gwelloc'h degouezhout un tammig en a-raok. ||| Il est préférable d'arriver un peu avant. Un taol-esae eo. ||| C'est un coup d'essai. Spi 'm eus e vo frouezhus, evit plijadur an annezidi hag hon hini. ||| J'espère que ce sera une réussite, pour le plaisir des résidents et le nôtre. Na zisoñjit ket : d'ar Gwener 31 a viz-mañ (Genver 2025) e tegemerimp Eliane Ansquer hag e c'hellimp eskemm ganti diwar-benn he levr nevez deuet er maez (dibenn 2024) : "Brilli, toñ, sardin...". ||| N'oubliez pas : vendredi 31 de ce mois (Janvier 2025) nous recevrons Eliane Ansquer et pourrons échanger avec elle à propos de son livre sorti il y a peu (fin 2024) : "Brilli, toñ, sardin..." Dre ma n'eus ket, marteze, kalz ac'hanoc'h o deus bet c'hoazh tro da lenn al levr e stagan ouzh an e-mail-mañ un destenn skrivet ganti hag a ginnig penaos ha petra he deus skrivet. ||| Comme sans doute beaucoup d'entre vous n'ont pas encore eu l'occasion de lire son livre je joins à cet e-mail un texte qu'elle a évrit et qui présente ce qu'elle a écrit et comment. D'an 31 a viz-mañ (Genver 2015) e vo buhezet an abadenn "kontañ kaoz" gant unan ac'hanomp: Eliane Ansquer an hini eo a ginnigo he levr embannet n'eus ket pell hag a gont he buhez micherourez e friturioù boued ar vro. ||| Le 31 prochain (Janvier 2025), la séance "kontañ kaoz" sera animée par l'une d'entre nous: Eliane Ansquer présentera son livre nouvellement paru et qui raconte sa vie d'ouvrière dans les usines agroalimentaires de la région. "Brill, toñ, sardin..." eo an titl. ||| Le titre : "Brill, toñ, sardin..." Ul labour kalet eo al labour en uzinoù boued-mir ha dibaot eo an testenioù diwar e benn. ||| Le travail en usine de conserves alimentaires est un travail pénible et rares sont les témoignages à son sujet. N'eo ket un tem a vez pledet gantañ gant ar skrivagnerien, ar gazetennerien, ar filmaozourien... ha nebeutoc'h c'hoazh gant ar micherourezed o-unan ! ||| Ce n'est pas un sujet dont traitent les écrivains, les journalistes, les réalisateurs...et encore moins les ouvrières elles-mêmes ! Evel ma lâr Eliane : "Skrivet oa bet levrioù gant kazetennerien. ||| Comme le dit Eliane : "Des journalistes ont écrit des livres. Labourat a raent e-barzh un uzin bennak e-pad un nebeud mizioù evit skrivañ ul levr goude, met n'eo ket ar memes sell peogwir ne anavezont ket ar c'hudennoù gant Pol Implij, gant Medisinerezh al Labour... ||| Ils travaillaient dans une usine quelconque pendant quelques mois pour ensuite écrire un livre, mais ce n'est pas le même regard parce qu'ils ne connaissent pas les problèmes avec Pôle Emploi, avec la Médecine du Travail... Ouzhpenn e ouient ne oa nemet evit ur prantad berr". ||| De plus ils savaient que ce n'était que pour une courte période". Neuze, ul levr skrivet gant ur vicherourez... hag e brezhoneg ouzhpenn, un nemedenn eo, sur ha n'eo ket marteze ! ||| Alors, un livre écrit par une ouvrière... et en breton en plus, c'est une exception, certainement ! Rak e brezhoneg eo he deus fellet da Eliane deskrivañ he buhez er friturioù. ||| Car c'est en breton qu'Eliane a voulu décrire sa vie en usines. Brezhonegerez a-vihanik eo-hi. ||| Elle est brittophone de naissance. Brezhoneg a oa yezh an ti, hag e brezhoneg hepken he deus komzet gant he zad. ||| Le breton était la langue de la maison, et c'est en breton uniquement qu'elle a parlé avec son père. Krog eo da heuliañ kentelioù gant Mervent e 2006, ha skrivañ e brezhoneg war-bouez he labour en uzin a oa eviti ur boelladenn, un doare da vont pelloc'h gant ar yezh eo oa-hi o studiañ. ||| Elle a commencé à prendre des cours avec Mervent en 2006, et écrire en breton à propos de son travail à l'usine était pour elle un exercice, une façon de progresser dans la langue qu'elle était en train d'étudier. Lârout a ra ivez e oa implij ar brezhoneg, evit kontañ an devezhioù en uzin, ur seurt disamm, un doare da dremen dreist kaleted al labour. ||| Elle dit aussi que l'utilisation du breton pour raconter les journées d'usine était une sorte de soulagement, une façon de dépasser la dureté du travail. Un testeni eus ar re briziusañ eo levr Eliane, dreist-holl d'ur mare ma lider kantveder harz-labour merc'hed friturioù Douarnenez e 1924. ||| Le livre d'Eliane est un témoignage des plus précieux, surtout à un moment où l'on célèbre le centenaire de la grève de sardinières de Douarnenez en 1924. Spi 'm eus e vimp niverus da zont d'he selaou. ||| J'espère que nous serons nombreux à venir l'écouter. Eliane Ansquer (a zo unan eus hor "bandennad" a zarempred an abadennoù "kontañ kaoz"), a zeuio, d'an 31 a viz Genver (ur Gwener, evel boaz), da ginnig deomp he levr, embannet n'eus ket pell 'zo, a gont he buhez micherourez e friturioù ar vro. ||| Eliane Ansquer (l'une de notre "bande" qui fréquente les séances "kontañ kaoz"), viendra, le 31 Janvier (un vendredi, comme d'habitude), nous présenter son livre, sorti il y a peu, qui raconte sa vie d'ouvrière dans les conserveries de la région. "Brill, toñ, sardin..." a zo titl al levr. ||| "Brill, toñ, sardin..." est le titre du livre. Un testeni ral ha prizius-kenañ war al labour en uzinoù en amzer-mañ ma lider kantved harz-labour merc'hed friturioù Douarnenez e 1924. ||| Un témoignage rare et très précieux sur le travail en usine en ces jours où l'on célèbre la grève des sardinières de Douarnenez en 1924. D'ar 16 a viz Meurzh (ur Sul 'vo) e vo tro Rozenn Milin da zont da ginnig he levr nevez deuet er-maez (n'eo ket c'hoazh, d'ar 7 a viz Meurzh e vo). ||| Le 16 Mars (ce sera un dimanche) ce sera au tour de Rozenn Milin de venir nous présenter son livre nouvellement sorti (il ne l'est pas encore, ce sera le 7 Mars). An titl : "La honte et le châtiment. Imposer le français : Bretagne, France, Afrique et autres territoires". ||| Son titre : "La honte et le châtiment. Imposer le français : Bretagne, grance, Afrique et autres territoires". N'ho pet ket aon da bediñ ho mignoned na ouzont ket brezhoneg ! ||| N'hésitez pas à inviter vos amis qui ne savent pas le breton ! Roet 'vo dezho un "tokarn-selaou" ha troet 'vo war ar prim e galleg ! ||| On leur donnera un écouteur et on traduira simultanément en français. (Un taol-esae eo). ||| (C'est un coup d'essai.) Skrivañ a rin hiroc'h a-raok pell evit muioc'h a ditouroù. ||| D'ici peu j'écrirai plus longuement pour davantage d'informations. Mod all, ma ya pep tra evel rakwelet, e vo graet abadenn "kontañ kaoz" miz C'hwevrer e EHPAD Plogoneg. ||| Autrement, si tout marche comme prévu, la séance "kontañ kaoz de février se fera à l'EHPAD de Plogonag. Asambles gant an annezidi e c'hellimp selaou ur c'honter... met n'ouzon ket piv c'hoazh ! ||| En même temps que les résidents nous pourrons écouter un conteur... mais je ne sais pas encore qui.! Hag e miz Ebrel (d'an 20 pe d'ar 27, ur Sul 'vo) e vo kejet gant Didier Dreo (un ezel eus hor "bandennad" eo ivez). ||| Et au mois d'Avril (le 20 ou le 27, ce sera un dimanche) on rencontrera Didier dreo (c'est aussi un membre de notre "bande".) Komz a raio eus e vuhez soner, kinnig a raio e bladenn nevez. ||| Il nous parlera de sa vie de musicien et présentera son nouveau CD. Echuet 'vo an abadenn gant ur sonadeg vihan. Loeiza Beauvir a gano gantañ. ||| La séance se terminera par un petit concert. Il sera accompagné au chant par Loeiza Beauvir. Ur ganadeg na c'heller ket c'hwitañ ! ||| Un concert chanté que l'on ne peut manquer ! D'ar Sul 29 a viz-mañ (Kerzu 2024) e teuio an Trio Kanta da ganañ e Iliz Plogoneg. ||| Le Trio Kanta viendra chanter dimanche 29 de ce mois (Décembre 2024) dans l'église de Plogoneg. Pedet eo bet gant ar C'huzul Gevellañ evit un abadenn a grogo da 3e30 goude mer'nn, ... ha tommet 'vo an iliz. ||| Il a été invité par le Comité de jumelage pour un spectacle qui commencera à 15h30, ... et l'église sera chauffée. Piv eo Trio Kanta ? ||| Trio Kanta, c'est qui ? Un triad maouezed leun a startijenn ouzhpenn dezho kanañ brav : Brigitte Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez. ||| Un trio de femmes pleines d'allant et qui donnent de la voix : Brigitte Kloareg et ses deux filles, Katell et Gladez. Bevet o deus e-pad meur a vloavezh e Bro-Gembre, d'ar prantad ma tihune en-dro boazioù hengounel-se a gase a di da di, da vareoù 'zo eus ar bloaz, "bandennadoù" tud a gane da c'houlenn "profoù ar bloaz nevez"... boued hag evaj. ||| Elles ont vécu pendant de nombreuses années au Pays de Galles, à une époque où se réveillaient ces coutumes traditionnelles qui, à certaines périodes de l'année, amenaient des "bandes" de gens à chanter de maison en maison en quête d'étrennes... à manger et à boire. Entanet ma oa Brigitte gant ar c'han kalanderel ez eas, a-wechoù, da gantreal ganto dre ar maezioù. ||| Passionnée de chant calendaire, Brigitte s'en est allée, à l'occasion, avec eux battre la campagne. Evel-se e tastumas un eostad a ganaouennoù hengounel gwriziennet e donder koun ar bobl. ||| Elle a ainsi amassé une moisson de chansons traditionnelles enracinées dans les profondeurs de la mémoire populaire. Hag evel ma plij dezhi lârout : ||| Et comme elle aime à le dire : "Ar c'hanaouennoù a zo deuet davedon." ||| "Les chansons sont venues à moi". Kanaouennoù a veze kanet da vare Nedeleg hag e lidoù liesseurt, pe tro-dro d'ar Bloaz Nevez... ||| Des chansons qui se chantaient au moment de Noël et de ses différentes célébrations, ou aux alentours du Nouvel An... Kanaouennoù rouez gant ma 'z int bet tost disoñjet da vat, dianavezet gant al lodenn vrasañ eus an dud, met dalc'het e memor tud 'zo en em anaveze an eil egile hag a oa boas d'aozañ troiadoù ar Bloaz Nevez. ||| Des chansons rares parce que presque totalement oubliées, méconnues du grand public, mais conservées dans la mémoirs de certaines personnes qui se connaissaient et avaient l'habitude d'organiser ces tournées d'étrennes. Kanaouennoù o tont en-dro war wel pa 'z int kanet adarre muioc'h-mui gant tud o stagañ en-dro gant kustumoù gwechall. ||| Des chansons qui réapparaissent , chantées à nouveau de plus en plus souvent par des gens qui renouent avec des coutumes anciennes. Gouezet he deus Brigitte o zreuzkas d'he div verc'h e-pad beilhadegoù an tiad ha gant mignoned. ||| Brigitte a su les trasmettre à ses deux filles lors des veillées familialles et entre amis. Kanaouennoù a vo kinniget deomp d'ar Sul 29 'zo 'tont. ||| Des chansons qui nous seront proposées le dimanche 29 prochain. Ha gouezet he deus ivez dibaoe pivadiñ kanaouennoù ha boazioù damheñvel e broioù keltiek all, Breizh en o zouez. ||| Et elle aussi su depuis identifier des chansons et habitudes similaires dans les autres pays celtiques, dont la Bretagne. E kembraeg, brezhoneg, saozneg, hag e galleg e vo kanet deomp ar c'hanaouennoù-se. ||| C'est en gallois, breton, anglais et français que nous seront interprétées ces chansons. Un tañva anezho a c'heller kaout o sellout ouzh ar video staget d'an e-mail-mañ. ||| On peut en avoir un avant-goût en regardant la vidéo jointe à cet e-mail. Hag e dibenn ar ganadeg e c'hellor en em gavout er c'hafedi e-kichen, ar Butun Bar, evit profañ ur banne dezho... ha derc'hel da vont gant ar c'han. ||| Et à la fin du concert on pourra se retrouver au café voisin, le Butun Bar, pour leur offrir un verre... et continuer... Mont e-barzh : pep hini a roio hervez e soñj. ||| Entrée : au bon vouloir de chacun. Gwenole Larvol eo ar c'houviad a zegemerimp d'ar Sadorn 6 a viz Kerzu. ||| Gwenole Larvol est l'invité que nous recevrons samedi 6 Décembre. Memes mare eus an deiz : etre 6e ha 7e30 d'abardaez. ||| Même heure : entre 18h et 19h30. Memes lec'h : sal an Neved, e Oaled ar Gumun, straed ar Skolioù e bourc'h Plogoneg. ||| Même endroit : salle du Neved, Foyer Communal, rue des Ecoles, Bourg de Plogoneg. Skolaer e hentenn divyezhek ar Skol François Guillou, e Douarnenez, eo bet Gwenole e-pad ouzhpenn pemzek vloaz. ||| Gwenole a été instituteur dans la filière bilingue de l’École François Guillou pendnat plus de quinze ans. Diouzh ar skiant prenet e-pad ar bloavezhioù-se eo deuet dezhañ ar santimant ne vo ket trawalc'h kelenn ar brezhoneg er skol evit reiñ en-dro d'ar yezh-mañ ur plas er vuhez pemdeziek e Breizh. ||| De l'expérience acquise durant ces années lui est venue l'impression qu'enseigner le breton à l'école ne suffira pas pour redonner à cette langue une place dans le quotidien de la vie en Bretagne. Brezhoneg a oa gant e skolidi er c'hlas, e-pad ar c'hentelioù, met ar galleg an hini eo a zeue peurliesañ ganto pa oant o c'hoari war ar porzh... ha sur-tre ivez ur wech aet er-maez eus ar skol… ||| Ses élèves pratiquaient le breton en classe durant les cours, mais c'est en français qu'ils jouaient dans la cour... et certainement aussi en dehors de l'école... Gwenole n'eo ket paotr da chom etre daou pa soñj dezhañ eo dav ober un dra bennak evit klask reizhañ un dra direizh. ||| Gwenole n'est homme à rester inactif lorsqu'il estime qu'il faut faire quelque chose pour corriger une anomalie E-pad pemp bloaz ha muioc'h en deus renet ur brederiadenn maget gant emzalc'hioù ha respontoù e skolidi pa c'houlenne diganto perak ne gomzent ket brezhoneg war porzh-c’hoari ar skol. ||| Pendant cinq ans et plus, il a mené une reflexion alimentée par les comportements et les réflexions de ses élèves lorsqu'il leur demandait pourquoi ils ne parlaient pas breton sur la cour de récréation de l'école. Tro en deus bet neuze da lakaat war-wel pegen pouezhus eo ar pezh a vez bevet e brezhoneg gant ar skolidi er-maez eus ar skol. ||| Il a alors pu mettre en évidence toute l'importance de ce qui est vécu en breton par les élèves en dehors de l'école. Dastumet en deus disoc'hoù e labour en un dezenn doktorelezh, dezhi un titl a embann sklaer petra eo ar gudenn bet pleustret warnañ : "A-hend-all ne chomo nemet yezh ar skol". ||| Il a rassemblé les résultats de son travail en une thèse de doctorat, dont le titre annonce clairement la nature du problème traité : "Sinon ça restera la langue de l'école". Klask a ra respont d'ar goulennoù-mañ : ||| Il essaie de répondre aux questions suivantes : "Penaos plantañ brezhoneg er skolioù divyezhek ?" ||| "Comment implanter le breton dans les écoles bilingues ?" Daoust ha rediañ ar vugale d'ober gant ar yezh a zo efedus ? ||| Obliger les enfants à parler la langue est-il utile ? Penaos stummañ gwelloc'h ar gelennerien e brezhoneg ha peseurt plas evit un identelezh liammet gant ar yezh ? ||| Comment mieux former les professeurs en breton, et quelle place pour une identité liée à langue ? Displegañ a ra ne vo ket gouest ar skol hec'h-unan da reiñ en-dro d'ar brezhoneg ur plas a-feson er gevredigezh... met lavarout a ra ivez e c'hellfe ar skol ober muioc'h eget ar pezh a ra bremañ... ha reiñ a ra mennozhioù. ||| Il explique que l'école, à elle seule, ne pourra pas rendre au breton une place correcte dans la société... mais il dit aussi que l'école pourrait faire mieux que ce qu'elle fait maintenant... et il fait des propositions. Gwenole a zo bremañ mestr-prezegenner war skiantoù an deskadurezh e Skol-veur Brest. ||| Gwenole est maintenant maître de conférence en sciences de l'éducation à l'Université de Brest. Stummañ a ra an danvez-skolaerien. ||| Il forme les futurs instituteurs. Bez' e c'hellimp kaozeal gantañ eus tout an traoù-se... ||| Nous pourrons parler de tout ça avec lui.... Ha marteze e plijo dezhañ ivez eskemm ganeomp war ar pezh a zegas d'ar vrezhonegerien m'emaomp an abadennoù kontañ kaoz evel ma 'z int aozet... pe e c'hellfent bezañ aozet. ||| Et peut-être sera-t-il intéressé d'échanger avec nous sur ce qu'apportent aux brittophones que nous sommes les séances "kontañ kaoz" telles qu'elles sont organisées... ou pourraient l'être. Evit gouzout hiroc'h, ha prientiñ an emgav, e c'hellit sellet ouzh un atersadenn war al liamm-mañ : ||| Pour en savoir plus, et préparer la rencontre, vous pouvez aller visionner une interview sur le lien suivant : A-benn ar Gwener 6 a viz Kerzu, 6e d'abardaez, sal an Neved, Oaled ar Gumun, Bourc'h Plogoneg. ||| A vendredi 6 Décembre, 18h, salle du Neved, Foyer Communal, Bourg de Plogoneg. Na zisoñjit ket : ||| N'oubliez pas : Warc'hoazh, emgav gant Anne Gouerou a ginnigo unan eus he filmoù berr diwar-benn plas ar merc'hed er gevredigezh sivil, sal an Neved, e Oaled ar Gumun, da 6 eur noz. ||| Demain, rendez-vous avec Anne Gouero qui présentera l'un de ses courts métrages sur la palce des femmes dans la société civile, Salle Neved, au Foyer communal, à 18h. Hag ho pet soñj ivez : an abadennoù "Kontañ kaoz" a zo un obererezh sevenet gant ar C'huzul gevellañ, a zalc'ho e emvod meur d'an deiz war-lerc'h, d.l.e. d'ar Sadorn 16 a viz Du, da 10e30 mintin, e Oaled ar Gumun, Sal an Neved. ||| qui tiendra son assemblée générale le lendemain, c. à d. samedi 16 Novembre, à 10h30, au Foyer Communal, Salle Neved. Kemer perzh ennañ a zo a-bouez evit dazont an abadennoù "Kontañ kaoz"... hag obererezhioù all ar C'huzul gevellañ. ||| Il est important d'y participer pour l'avenir des séances "Kontañ kaoz"... et les autres activités du Comité de jumelage. Neuze... emgav warc'hoazh, da 6 eur noz, evit kejañ gant Anne Gouerou, ha disadorn vintin, 10e30 evit an emvod-meur; sal an Neved, e Oaled ar Gumun. ||| Alors... rendez-vous demain, à 18h, pour rencontrer Anne Gouerou, et samedi matin, 10h30, pour l'assemblée générale, salle Neved, au Foyer Communal. D'ar Gwener 15 a viz Du e vo degemeret Anne Gouerou ganeomp, e Oaled ar Gumun, da 6e d'abardaez. ||| Vendredi 15 Novembre, nous recevrons Anne Gouerou, au Foyer communal, à 18h. Kazetennerez a oa he micher gentañ. ||| Son premier métier était journaliste. Dre ar vicher-se eo deuet da vezañ filmaozourez. ||| Ce métier l'a ammenée à devenir réalisatrice. Teulfilmoù a sav war danvezioù liesseurt : Troveni Lokorn, Al Loar, Radio Naoned... ||| Elle réalise des documentaires sur divers sujets : la Troménie de Locronan, La lune, Radio Naoned... Abaoe 2015 he deus kroget da sevel filmoù diwar-benn plas ar merc’hed er gevredigezh. ||| Depuis 2015,elle a commencé à réaliser des films sur la place des femmes dans la société. Sachet e oa bet hec'h evezh war an tem-se p'he doa kroget d'ober enklaskoù war ar maouezed dilennet da vaerezed e Breizh (tro-dro 10 maouez oa bet dilennet maerez e Breizh e 1945). ||| Son attention avait été attirée sur ce thème lorsqu'elle a commencé à faire des recherches sur les femmes élues maires en Bretagne (environ 10 avaient été élues maires en Bretagne en 1945). Sabatuet mik e voe pa welas ne oa titour ebet, teuliad ebet war o fenn. ||| Elle fut stupéfaite de voir qu'il n'y avait aucune information, aucun document à leur sujet. Ouzhpenn ur souezh eviti, un direizhded na c'heller ker asantiñ dezhi. ||| Plus qu'un étonnement pour elle, une aberration inacceptable. Ha setu-hi ouzh ar stern : savet he deus ur "film etre" war Joséphine Penncalet, ar Vreizhadez gentañ bet dilennet da guzulierez-kêr. ||| Et elle se met au travail : elle a réalisé un "moyen métrage" sur Joséphine Penncalet, le première Bretonne élue conseillère municipale. E Douarnenez e oa, e 1925. ||| C'était à Douarnenez, en 1925. Produiñ a reas un all diwar-benn Suzanne Ploux, bet dilennet da vaerez St Segal e 1945, ha da c'houde da vaerez Pont-ar-Veuzenn, ur gumun nevez krouet diwar hec'h atiz. ||| Elle en a produit un autre sur Suzanne Ploux, élue maire de St Segal en 1945n et ensuite maire de Pont de Buis, une commune nouvelle créée à son initiative. Kuzulierez-Meur eo bet ivez, ha Kannadez, ha Sekretourez-Stad. ||| Elle a aussi été Conseillère Générale, et Députée, et Secrétaire d'Etat. Spisaat a ra Anne n'eo ket pal e labour dreistprizañ ar merc'hed liesseurt (sonerezed, skrivagnerezed...) emañ-hi o kontañ o buhez, met netra muioc'h eget o lakaat war wel en un istor skrivet re alies gant ar baotred. ||| Anne précise que le but de son travail n'est pas de surévaluer les différentes femmes (musiciennes, écrivaines...) dont elle conte la vie, mais seulement de les rendre visibles dans une histoire trop souvent écrite par les hommes. E-touez he zeulfilmoù he deus sevenet un heuliad, anvet "Reizh/Direizh", ennañ seizh film berr diwar-benn an dizingalderioù etre ar baotred hag ar merc’hed er vuhez foran. ||| Parmi ses documentairess elle a réalisé un série, appelée "Reizh/Direizh", dont sept courts métrages au sujet des inégalités entre hommes et femmes dans la vie publique. Unan eus ar rannoù a gomz eus an dud gwallgaset gant feulsterioù seksel ha seksist, maouezed dreist-holl. ||| L'une de ces séries parle des victimes de violences sexuelles et sexistes, essentiellement des femmes. Kinnig a raio deomp ur filmig (7 munutenn) a denn da gudenn ar feulster er c'houbladoù. ||| Elle nous proposera un court métrage (7 minutes) qui traite de la violence dans les couples. An istor a zo filmet En Oriant. ||| L'histoire se passe à Lorient. Eno e vez degemeret, ha skoazellet gant un desavourez arbennikaet, maouezed gwallgaset. ||| Une éducatrice spécialisée y reçoit et aide les femmes victimes de violence. Sikour a ra anezho en un doare fetis, met ivez evit lakaat anezho da gompren kelc'hiad ar feulster a laka o hent da vezañ stanket. ||| Elle les aide de façon concrète, mais également pour leur faire comprendre le cycle de violence dans lequel elles sont enfermées. E Brezhoneg eo ar film hag istitlet e galleg. ||| Le film est en breton, sous titré en français. Stag-tre eo Anne ouzh ar Brezhoneg, hag er yezh-mañ eo e fell dezhi livañ ar bed a-vremañ. ||| Anne est très attachée au breton, et c'est dans cette langue qu'elle veut peindre le monde d'aujourd'hui. Emañ bremañ o labourat evit KBI (Kemper Breizh Izel). ||| Elle travaille actuellement pour QBO (Quimper Bretagne Occidentale). E-karg emañ eus ar gevatalded etre ar merc'hed hag ar baotred, hag eus diorren implij ar Brezhoneg. ||| Elle est en charge de l'égalité hommes/femmes et du développement de la langue bretonne. N'eo ket stank e Breizh niver ar filmaozerien o deus dibabet kas da benn lodenn vrasañ o labour dre ar Brezhoneg. ||| Le nombre des cinéastes en Bretagne ayant choisi de réaliser l'essentiel de leur travail en breton n'est pas fourni. Un abeg mat, ma 'z eus unan, da zont da gejañ gant Anne d'ar Gwener 15 a viz-mañ, e Oaled ar Gumun, da 6e d'abardaez. ||| Un bonne raison s'il en est de venir rencontrer Anne vendredi 15 de ce mois, au Foyer Communal, à 18h. Peseurt liamm a zo etre "Kontañ kaoz" ha "Foar al laou" a vo d'ar Sul zo 'tont (27 a viz Here) e Sal Sosio (Arpej) Plogoneg ? ||| Quel lien y a-t-il entre "Kontañ koaz" et le Vide-grenier qui aura lieu dimanche prochain (27 Octobre) à la Salle Socio (Arpège) de Plogoneg ? Aes da respont : an daou a zo aozet gant Kuzul Gevellañ Plogoneg/Llandysul ! ||| Facile de répondre : les deux sont organisés par le Comité de Jumelage Plogoneg/Llandysul ! Un doare evidomp da rastellat an tamm arc'hant hon eus ezhomm evit kenderc'hel da vont...😎. ||| Un moyen pour nous de ramasser un peu d'argent dont nous avons besoin pour continuer...😎. Evel boaz e vo kinniget a bep seurt bitrakoù gant an dud a zalc'ho ur stand, met ma ne fell ket deoc'h prenañ tra, n'eo ket un afer. ||| Les gens qui vont tenir un stand proposeront, comme d'habitude, toutes sortes de bricoles, mais si vous ne voulez rien acheter, ce n'est pas un problème. Deuit memestra da zebriñ ur grampouezhenn, da evañ ur banne kafe (pe un dra all...), ha da flapañ... ||| Venez quand-même pour manger une crêpe, boire un café (ou quelque chose d'autre...), et discuter... Ken ar Sul zo 'tont 'ta ! ||| Donc, à dimanche prochain ! D'ar Gwener 18 a viz-mañ (miz Here) e teuio Konogan An Habask da gejañ ganeomp evit un abadenn "kontañ kaoz". ||| Konogan An Habask viendra, le 18 de ce mois (Octobre) nous rencontrer pour une séance "Kontañ kaoz". Ur soner liesbinvioù eo Konogan, hag a oar seniñ sonerezh Breizh koulz hag hini Iwerzhon. ||| Konogan est un soneur multiinstrument, tant en musique bretonne qu'irlandaise. Deuet eo d'ar sonerezh abred-tre. ||| Il est venu très tôt à la musique. Ne oa nemet 6 bloaz pa grogas da zeskiñ seniñ bombard e Skol Sonerezh Kemper. ||| Il n'avait que 6 ans lorsqu'il a commencé à apprendre à jouer de la bombarde à l'Ecole de Musique de Quimper.. Deuet da grennard, e teskas, e-unan-penn, da seniñ gant ar biniou, war hini e dad kozh bet profet dezhañ. ||| Adolescent, il a appris, en autodidacte, à sonner du biniou sur celui de son grand père qui lui avait été offert. Ur gaer a hêrezh ! ||| Bel héritage ! Gant mignoned dezhañ, sonerien touet eveltañ, en deus krouet meur a strollad o deus graet berzh, hag a gendalc'h d'ober, e bed ar sonerezh hengounel a-vremañ. ||| Avec certains de ses amis, musiciens nés comme lui, il a créé plusieurs groupes qui ont "cartonné", et continuent de le faire, dans le monde de la musique traditionnelle contemporaine. En o zouez, Startijenn, Pevarlamm, An Triad Konogan ha Konoz, ur strollad Fest-Noz savet nevez 'zo. ||| Des groupes comme Startijenn, Pevarlamm, le Trio Konogan et Konoz, un groupe de Fest-Noz nouvellement créé. Gant e gomper Youenn Chapalain eo bet priziet meur a wech e Kampionad ar Sonerien e Gourin, hag e 2014, evit ar pempvet gwech, eo bet gounezet trofe ar Bluenn Paun gant ar c'houplad. ||| Avec son compère Youenn Chapalain il a été primé plusieurs fois au Championnat des Sonneurs de Gourin, et en 2014, pour la cinquième fois, le couple a remporté le trophée de la Plume de Paon. Ouzhpenn labourat war ar c'hrouiñ evitañ e-unan, e oar ivez kenlabourat ingal gant bagadoù pe kelc'hioù keltiek evit kemer perzh en o c’hrouidigezhioù. ||| En plus de travailler sur ses propres créations, il collabore aussi de façon régulière aux créations de bagadoù ou cercles celtiques. Konogan an Habask, ur soner da gejañ gantañ ma 'z eus unan ! ||| Konogan An Habask, un musicien à rencontrer s'il en est un ! Hag e c'hellimp en ober d'ar Gwener 18 a viz Here, e Sal an Neved, e Oaled ar Gumun, adalek 6e d'abardaez. ||| Et nous pourrons le faire vendredi 18 Octobre, au Foyer Communal, Salle Neved, à partir de 18h. Deuet an distro-skol. ||| C'est la rentrée. Deuet eo 'ta ar mare da gregiñ en-dro gant hon abadennoù "kontañ kaoz". ||| C'est donc le moment de reconduire nos séances "kontañ kaoz". Evit cheñch un tamm gant hor boazioù e kinnigan kregiñ gant ur bourmenadenn dre straedoù Douarnenez. ||| Pour changer un peu un peu nos habitudes je propose de commencer par une balade à travers les rues de Douarnenez. Ambrouget e vimp gant Fulup Kloareg. ||| Fulup Kloareg nous guidera. D'ar re a zo deuet da abadenn an 28 a viz Mezheven, n'eo ket dav kinnig Fulup, ar "penn sardin" penn kil ha troad distroet d'ar vro war-lerc'h ur sapre prantad amzer en estrenvro (26 bloaz e Bro Vrazil, e Saõ Paulo !) ||| A ceux qui sont venus à la séance du 28 Juin, Inutile de présenter Fulup, le "penn sardin penn kil ha troad", de retour au pays après un sacrè bout de temps à l'étranger (26 ans au Brésil, à Saõ Paulo !) Soñj 'zo gant Fulup kontañ deomp, diwar an anvioù-lec'h, penaos eo emdroet Douarnenez (ul lodenn eus Douarnenez) a-hed an amzer. ||| Fulup à l'intention de nous raconter, à travers les noims de lieux, l'évolution de Douarnenez (un partie de Douarnenez) au fil du temps. Emgav a ro deomp d'ar Sadorn zo 'tont, 28 a viz Gwengolo), da 10e mintin, dirak ar C'hal Ront. ||| Il nous donne rendez-vous samedi prochain, 28 Septembre, à 10h, devant la Cale Ronde. D'ar Gwener 28 a viz-mañ (Mezheven) e tegemerimp Fulup Kloareg. ||| Vendredi 28 de ce mois (Juin), nous recevrons Fulup Kloareg. Paotr Douarnenez eo Fulup, hag eñ ur "penn-sardin" gwirion : bet ganet e Douarnenez en 1969, ha moraerien tud e familh. ||| Fulup est de Douarnenez, et c'est un authentique "penn sardi" : né à Douarnenezen 1969, dans une famille de marins. Brezhoneg Douarnenez a zo gantañ, bet desket digant e vamm-gozh a chome e ti e dud. ||| C'est le breton de Douarnenez qu'il parle, appris auprès de sa grand-mère qui habitait avec sa famille. A-viskoazh eo bet staget-mort ouzh ar yezh a zo gant an dud o vevañ tro-dro dezhañ. ||| Il a toujours été très attaché à la langue des gens au milieu desquels il vivait. E penn kentañ ar bloavezhioù 80 (er c'hantved diwezhañ) en doa dastumet an doareoù d'ober gant ar brezhoneg a gleved e pep karter ar gêr. ||| Au début des années 80 (au siècle dernier) il a collecté les façons dont on parlait breton dans chaque quartier de la ville. Hag hiziv an deiz, asambles gant izili all Emglev Bro Douarnenez, emañ o kemer perzh e dastum ha renabliñ an troioù-lavar ken dic'hortoz ha saourus a glever e mod d'ober gant ar galleg a oa gant Douarneneziz 'zo en hanterenn ziwezhañ an XXvet kantved. ||| Et aujourd'hui, avec les membres d'Emglev Bro Douarnenez, il prend part au collectage et recensement de ces expressions si inattendues et savoureuses que l'on entend dans la façon dont certains Douarnenistes parlaient français dans la dernière moitié du XXème siècle. "Parlant Douarnenez" a vez graet eus ar c'hreoleg-se, ha talvoudus-kenañ e c'hell bezañ d'ar re a zo o teskiñ brezhoneg gant ma gaver spered hag ene yezh ar vro en e droioù-lavar. ||| On appelait ce créole "le parler douarneniste", et il peut être très utile pour ceux qui apprennent le breton dans la mesure ou l'on retrouve l'esprit et l'âme de la langue du pays dans ses expressions. Kelennet en doa Fulup spagnoleg ha brezhoneg e-pad dek vloaz e Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon a-raok mont d'an estrenvro da genderc'hel da bleustriñ ar vicher kelenner. ||| Fulup a enseigné l'espagnol et le breton pendant 10 ans au collège diwan du Releg-Kerhuon avant d'aller exercer à l'étranger le métier de professeur. 26 bloaz en deus tremenet e Bro Vrazil, e Saõ Paulo. ||| Il a passé 26 ans au Brésil, à Saõ Paulo. Abaoe m'eo distroet en deus soubet en-dro da vat e sevenadur ha yezh ar vro. ||| Depuis son retour, il s'est à nouveau immergé pour de bon dans la culture et la langue du pays. Bep sizhun e vez kaset en-dro gantañ ur bourmenadenn e brezhoneg dre straedoù kêr hag hentoù Bro Douarnenez. ||| Chaque semaine, il anime une promenade en breton dans les rues de la ville et les chemins du Pays de Douarnenez. Ur mare plijus ha pinvidik a dremenimp gantañ d'ar Gwener 28 a viz Mezheven, etre 6e ha 7e30 d'abardaez, e Oaled ar Gumun e Plogoneg, e Sal an Neved. ||| C'est unmoment plaisant et enrichissant que nous passerons en sa compagnie vendredi 28 juin, entre 18h et 19h30, au Foyer Communal de Plogoneg, salle Neved. 'Benn an 28 'ta. ||| Donc, au 28. D'ar Gwener 24 a viz Mae, e tegemerimp Padrig An Habask. ||| Vendredi 24 Mai, nous recevrons Padrig An Habask. Paotr Terrug eo Padrig, hag e c'heller lârout ez eo e vuhez sturiet gant ar brezhoneg. ||| Padrig est originaire de Telgruc, et on peut dire que sa vie est orientée par la langue bretonne. Kroget en doa d'e zeskiñ e-unan d'an oad a seitek vloaz, ha dalc'het en deus oc'h heuliañ stajoù Skol an Emsav ha kentelioù dre lizher gant Skol Ober. ||| Il a commencé à l'apprendre par lui-même à l'âge de dix sept ans, et a continué en suivant les stages de Skol an Emsav et des cours par correspondance auprès de Skol Ober. Desavet en deus, gant e wreg, o femp bugel e brezhoneg hag o skoliataet penn-da-benn e Diwan. ||| Son épouse et lui ont élevé leurs cinq enfants en breton et les ont entièrement scolarisés à Diwan. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg e oa e penn kentañ e vuhez vicherel, ha war-lerc'h kelenner war ar brezhoneg e Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper, ha war un dro kelenner ha rener ar skolaj adalek 1998. ||| Il a commencé sa carrière professionnelle comme professeur d'anglais et de breton, puis comme professeur de breton au Collège Diwan Jakez Riou à Quimper et, à partir de 1998, à la fois comme professeur et directeur du collège. Lañset en deus ar gelaouenn drimiziek "Al Lanv", a zo o paouez embann an niverenn 168 (eizh kant ha tri-ugent), ha niverus-tre enni ar pennadoù skrivet gantañ. ||| Il a créé le magazine trimestriel "Al Lanv", qui vient de sortir son numéro 168, où il écrit de très nombreux articles. Ha da heul en deus savet un ti-embann, dezhañ an hevelep anv hag ar gelaouenn : "Ti-Embann Al Lanv". ||| Dans la foulée il a créé une maison d'édition portant le même nom que le magazine : "Ti-Embann Al Lanv". Ampart eo war an euskareg hag ar c'hembraeg. ||| Il maîtrise le basque et le gallois. Meur a levr en deus troet e brezhoneg diwar ar yezh-mañ. ||| Il a traduit en breton plusieurs ouvrages à partir de cette dernière langue. Setu, d'ar Gwener 24 a viz Mae, da 6e d'abardaez evel boaz, e Bourc'h Plogoneg, Sal an Neved, e Oaled ar Gumun, Straed ar Skolioù, e kejimp gant Padrig An Habask hag e c'hellimp kaozeal gantañ eus e hent gant ar brezhoneg. ||| Voilà, vendredi 24 Mai, à 18h comme d'habitude, au bourg de Plogoneg, Salle Neved, au Foyer communal, rue des Ecoles, nous rencontrerons Padrig An Habask et pourrons échanger avec lui à propos de son parcours avec la langue bretonne. Ken ar Gwener 24 'ta. ||| Donc, au vendredi 24. Evit ho kelaouiñ, amañ dindan titouroù diwar-benn ul lec'hienn evit deskiñ brezhoneg hag a zo bremañ war ar stern. ||| Pour information, ci-dessous informations sur un site actuellement en construction pour l'apprentissage du breton. Ar re a zo o sevel anezhi a zo o klask tud a-youl vat ha ganto un tamm amzer vak evit amprouiñ hag eñ eo reizh hag efedus o labour. ||| Ses concepteurs recherchent des volontaires avec un peu de temps libre pour tester la pertinence de leur travail. Abardaez mat deoc'h. ||| Bonne soirée G.S. : Un abadenn kontañ kaoz a vo d'ar Gwener 24 a viz Mae. ||| PS: Il y aura une séance "kontañ kaoz" le vendredi 24 Mai. Kas a rin keloù deoc'h a-raok pell. ||| Je vous enverrai des informations d'ici peu. Na zisoñjit ket ! ||| N'oubliez pas ! Fenoz, emgav gant Lukian Kergoat a zisplego deomp petra a zo a-dreñv ar frazenn-mañ, mil gwech klevet hag adklevet : ||| Ce soir, rencontre avec lukian Kergoat qui nous expliquera ce qu'il y a derrière cette phrase, mille fois entendue et réentendue : "N'eo ket ar memes brezhoneg !". ||| Ce n'est pas le même breton !" Da 6e d'abardaez, Sal an Neved, e Oaled Kumun Plogoneg, straed ar Skolioù. ||| A 18h, Salle Neved, au Foyer Communal de plogoneg, rue des Ecoles. 'Benn tuchantik. ||| A bientôt. Sed aze an hegasañ randonenn a c'heller klevout diwar-benn hor yezh digant tud a zo alies-tre gouest d'ober ganti ha na gredont ket talañ da vat ouzh an abegoù gwirion a vroud anezho da chom hep en ober. ||| Voilà là la plus énervante rengaine que l'on peut entendre à propos de notre langue de la part de gens qui sont très souvent capables de la pratiquer et qui n'osent pas regarder en face les vraies raisons qui les poussent à ne pas le faire. An hegasañ randonenn hag ivez an dañjerusañ emzalc'h (met, pa soñjer mat, n'eo ket siwazh an hini nemetañ !) ||| La plus énervante rengaine et aussi le comportement le plus dangereux (mais, en y réfléchissant bien, ce n'est hélas pas le seul !) Peogwir e stlap an holl, ar re a blijfe dezho mont gant ar brezhoneg hag ar re heug ganto en ober, er memes sac'h dall, sac'h hollvezañs mougus ar galleg. ||| Parce qu'il précipite tout le monde, ceux qui aimeraient utiliser le breton et ceux qui répugnent à le faire, dans le même nasse, celle de l'omniprésence étouffante du français. Lukian Kergoat a ra ''SDEG'' eus an anadenn-mañ, SDEG evit "Sindrom Dic'hallusted d'en Em Gompren". ||| Lukian Kergoat appelle ce phénomène "SDEG", pour "Syndrome d'impossibilité de se comprendre". Pleustriñ a ra war ar c'hleñved-mañ gant kalz a skiant vat, hag ivez gant gouiziegezh war tachennoù liesseurt ar yezhoniezh, hag ouzhpenn gant un tamm psikologiezh, hep disoñjal pebrañ an hollad gant ur c'hementad mat a fent. ||| Il traite de cette maladie avec beaucoup de bon-sens, et aussi de maitrise des différents domaines de la linguistique, avec en plus un peu de psychologie, sans oublier de pimenter le tout par une bonne dose d'humour. Deskrivañ a ra emzalc'h ar re a embann dibaouez, e pep lec'h hag e pep mare, "n'eo ket ar memes brezhoneg". ||| Il décrit le comportement de ceux qui proclament sans cesse, partout et tout le temps, "Ce n'est pas le même breton". Displegañ a ra ar fedoù yezhoniel a vag roll o brizharguzennoù o pouezañ war ar fed ez eus gant pep hini e zoare dezhañ da gomz e yezh, un doare personel a zo disheñvel diouzh hini an dud tro-dro dezhañ hag a gomz koulskoude ar memes yezh hag eñ. ||| Il explique les faits linguistiques qui alimentent leurs arguties en insistant sur le fait que chacun a sa façon bien à lui de parler sa langue, une façon personnelle qui diffère de celle des gens qui l'entourent et qui parlent cependant la même langue que lui. Paotr Plogoneg eo Lukian. ||| Lukian est de Plogoneg. Desavet eo bet e brezhoneg gant e dud a oa labourerien-douar. ||| Il a été élevé en breton par ses parents qui étaient agriculteurs. Anavezet mat eo e bed ar brezhoneg. ||| Il est bien connu dans le monde de la langue bretonne. Skrivagner ha yezhoniour eo. ||| C'est un écrivain et un linguiste. Emañ bremañ war e leve war-lerc'h bezañ bet rener Kevrenn Geltiek Skol-Veur Roazhon. ||| Il est maintenant en retraite après avoir été directeur de la Section de Celtique de l'Université de Rennes. Kalz en deus labouret evit modernaat ha diorren kelennadurezh ar brezhoneg. ||| Il a beaucoup travaillé pour actualiser et développer l'enseignement du breton. Renet en deus labourioù "Kreizenn ar geriaouiñ" evit aozañ ar c'heriaoueg arbennik o doa ezhomm anezhañ ar skolaerien hag ar gelennerien. ||| Il a dirigé les travaux du "Centre de terminologie" pour organiser le vocabulaire spécialisé dont avaient besoin les maîtres d'école et les professeurs. Dastumet ha studiet en deus ar c’hrennlavarioù brezhonek. (Deuet eo da ginnig deomp disoc'hoù e enklaskoù un nebeud bloavezhioù 'zo.) ||| Il a collecté et étudié les proverbes bretons. (Il est venu nous présenter les résultats de ses recherches il y a quelques années.) Derc'hel da vont gant e labour evit ar brezhoneg eo e brederiadennoù war ar SDEG. ||| Ses réflexions sur le SDEG sont la continuation de son travail pour la langue bretonne. Hag ober a ra vad klevout arguzennoù aozet poellek... ha fentus ! ||| Et cela fait du bien d'entendre des arguments construits avec logique... et humour ! Gwener 19 a viz Ebrel, 6e d'abardaez, Sal an Neved, Oaled ar Gumun, e bourc'h Plogoneg : ||| Vendredi 19 Avril, 18h, Salle Neved, Foyer communal , au bourg de Plogoneg : un abadenn a vefe un druez c'hwitañ anezhi ma 'z oc'h aet skuizh da glevout : "c'est pas le même breton", pe ma 'z oc'h eus an dud a soñjfe dezho... e c'hellfe bezañ... gwir un tammig ! ||| un moment qu'il serait dommage de rater si vous en avez assez d'entendre : "c'est pas le même breton", ou si vous êtes de ceux qui penseraient... que cela pourrait être... un tout petit peu vrai ! Lukian a bareo ac'hanoc'h !🙂 ||| Lukian vous guérira ! 🙂 'Benn an 19 'ta. ||| Donc, au 19. Ne zisoñjit ket : ||| N'oubliez pas : 'Benn arc'hoazh (Gwener 29 a viz Meurzh), da 6e abardaez, Sal an Neved e Oaled ar Gumun, e teuio Andrev SEZNEG da ginnig deomp kontadennoù dastumet pe ijinet gantañ. ||| Demain (vendredi 29 Mars), à 18h, Salle Neved au Foyer Communal, Andrev SEZNEG viendra nous proposer des contes qu'il a collectés ou créés. Un digarez a feson da gemmeskañ ar blijadur da gontañ kaoz gant ur brezhoneger ampart, asambles gant ar blijadur da rannañ bed marzhus kontadennoù awenet gant livioù hor bro. ||| L'occasion idéale de mêler le plaisir d'échanger avec un excellent brittophone avec le plaisir de partager le monde merveilleux des contes inspirés par notre pays. D'ar Gwener 29 a viz-mañ (Meurzh) e teuio Andrev SEZNEG da gejañ ganeomp. ||| Andrev SEZNEG viendra nous rencontrer vendredi 29 Mars. Paotr Plogoneg eo Andrev, o chom bremañ e Pont-'n-Abad. ||| Andrev est de Plogoneg et habite maintenant à Pont l'Abbé. Kelenner (pe stummer) war ar brezhoneg eo eñ e Roudour. ||| Il est enseignant (ou formateur) de breton à Roudour. Roudour a zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir (6 pe 9 miz) a groger ganto hep gouzout tra ebet war hor yezh, hag a echuer deuet barrek da gompren, lenn ha skrivañ... ||| Roudour est un organisme de formation à la langue bretonne qui propose des formations longues (6 ou 9 mois) que l'on commence sans rien savoir de notre langue, et que l'on termine capable de comprendre, lire et écrire... Krouet eo bet Roudour e 1995. ||| Roudour a été créé en 1995. N'eo ket ur gevredigezh "Lezenn 1901". ||| Ce n'est pas une association "loi 1901". Ur gevelouri vicherourien eo, hag he deus dibabet hentennoù kelenn (Total Physical Responses, Story Telling...) prouet ganto o efedusted evit an deskiñ yezhoù. ||| C'est une coopérative ouvrière qui a choisi des méthodes d'enseignement (Total Physical Responses, Story Telling...) qui ont fait preuve de leur efficacité pour l'apprentissage des langues. (Muioc'h a ditouroù war an aozadur-mañ war e lec'hienn : www.roudour.bzh) ||| (Renseignements complémentaires sur cet organisme sur son site : www.roudour.bzh) Kalz a draoù en devo da zisplegañ deomp diwar-benn an aozadur-mañ ma fell deomp. ||| Si nous le souhaitons, il aura un tas de choses à nous expliquer sur cet organisme. Met sur eo e plijo ivez da veur a hini ac'hanomp e glevout o varvailhat kontadennoù deomp. ||| Mais plus d'un d'entre nous appréciera aussi de l'entendre nous raconter des contes. Rak ur c'honter touet eo Andrev, ur c'honter en deus gouiet pinvidikaat dizehan e bakad istorioù a-hed ar bloavezhioù. ||| Car Andrev est un conteur né, un conteur qui a su continuellement enrichir son répertoire au fil des années. D'ar Gwener 29 a viz Meurzh, 6e d'abardaez, Sal an Neved e Oaled ar Gumun, e bourc'h Plogoneg. ||| Vendredi 29 Mars, 18h, Salle Neved au Foyer Communal, au bourg de Plogoneg. Amzer vil d'ar sul a zeu ? ||| Vilain temps dimanche prochain ? Ne vern ! ||| Peu importe ! Deuit 'ta da c'houdoriñ e Sal Sokiosevenadurel (an "Arpej"), e bourc'h Plogoneg ! ||| Venez donc vous abriter dans la salle socioculturelle (l'"Arpège"), au bourg, à Plogoneg ! Plijadur 'vo ! ||| Il y aura de l'ambiance ! Kanaouennoù ha sonerezh hengounel a Vro-Gembre, ha war-lerc'h, Fest-deiz ! ||| De la musique et des chants traditionnels gallois,et ensuite, Fest-deiz ! Ha d'ar re a fello dezho diskuizhañ war-lerc'h un heuliad dañsoù heskinus, c'hoarioù a bep seurt evit a bep seurt tud (bugale, krennarded, oadourien...) buhezet gant re yaouank ar Gevellañ. ||| Et pour ceux qui voudront se reposer après un suite de danses éreintante, toutes sortes de jeux pour toutes sortes de gens (enfants, adolescents, adultes...) animés par les jeunes du jumelage. Ur bar evit an dud disec'het o gourlañchenn ha Welsh cakes da saouriñ evit ar re lipous... ||| Un bar pour les gosiers desséchés et des Welsh cakes à savourer pour les gourmands... Pegement an endervezh ? ||| Combien coutera l'après-midi ? Pep hini a roio ar pezh a blijo dezhañ. ||| Chacun donnera ce qu'il voudra. An arc'hant dastumet a servijo da arc'hantaouiñ beaj ar re yaouank da Llandysul e fin miz Gouere. ||| L'argent collecté sera utilisé pour financer le voyage des jeunes à Llandysul fin Juillet. 'Benn disul ! ||| A dimanche ! Ha 'benn "n'o ket bell" evit ar re a zeuio d'an abadenn bremail da 6e15 fin an endervezh. ||| Et à "dans pas longtemps" pour ceux qui viendront à la séance tout à l'heure à 18h. "Kontañ kaoz" a vo a-benn eizhtez, d'ar Gwener zo 'tont (23 a viz C'hwevrer). ||| Dans huit jours, aura lieu une séance "Kontañ kaoz" (vendredi 23 Février). Gant unan ac'hanomp e vo buhezet an abadenn : Renée, a zo o chom e Lokorn. ||| Elle sera animée par l'une d'entre nous : Renée, de Lokronan. Kinnig a raio deomp ar gevredigezh ma labour eviti : "Kengred Madagaskar". ||| Elle nous parlera de l'association pour laquelle elle travaille : "Solidarité Madagascar". Ur gevredigezh oberiant-tre eo, a oar sevel darvoudoù a bep seurt gant ur pal nemetañ : ||| C'est une association très active, qui organise des opérations diverses dans un but unique : Dastum arc'hant evit skoazellañ poblañsoù 'zo e Madagaskar. ||| Collecter de l'argent pour les populations de Madagascar. Met un dra heverk a zo gant he doare d'ober : ne vez ket roet an arc'hant dastumet d'ar Vadaskariz, met paeet e vez war-eeun ganti al labourioù bet divizet ober anezho asambles gant tud ar vro. ||| Mais ses façons d'agir sont inhabituelles : l'argent collecté n'est pas donné aux Malgaches, mais elle paie directement les travaux décidés avec les gens du pays. Hiroc'h 'vo resisaet deomp gant Renée. ||| Renée nous en dira plus long. Memes lec'h : sal an Neved, e Oaled ar Gumun. ||| Même endroit : salle Neved, au Foyer communal. Ne grogo ket da 6e d'abardaez evel boaz, met da 6e15. ||| Cela ne commencera pas à 18h comme d'habitude, mais à 18h15. (Implijet e vo ar sal betek 6e gant tud all.) ||| (Jusqu'à 18h, la salle sera utilisée par d'autres personnes.) 'Benn eizhtez 'ta. ||| Donc, à dans huit jours. C'hoari evit traoù sirius, plij' a rafe deoc'h ? ||| Jouer pour des choses sérieuses, ça vous plairait ? Peseurt traoù sirius ? ||| Quelles choses sérieuses ? Ur raktres skiantel etrevroadel, evit lakat sur ar yezhoù bihan evel ar brezhoneg a vo lakaet mat en IA. ||| Un projet scientifique international, pour s'assurer que les petites langues trouvent une bonne place dans l'IA (intelligence artificielle). Penaos 'ta e c'heller c'hoari gant "ur raktres skiantel" ? ||| Comment donc peut-on jouer avec "un projet scientifique" ? Posubl eo war a seblant ! ||| Apparemment, c'est possible ! Peseurt c'hoari? ||| Quel sorte de jeu ? Ur c'hoari savet a-ratozh kaer evit an darvoud, a vo tu c'hoari e brezhoneg hag e galleg. ||| Un jeu spécialement conçu pour l'occasion, auquel on pourra jouer en breton et en français. Ar pal a zo dastum titouroù diwar-benn sevenadur Breizh, a-ziwar fotoioù roet deomp. ||| Le but est de collecter des informations à propos de la culture bretonne, à partir de photo. qui seront fournies. Gant Melanie Jouitteau eo, a anavezomp mat peogwir hon eus pedet anezhi meur a wech d'hon abadennoù, omp pedet an taol-mañ da gemer perzh d'un abadenn c'hoari : an "datathon" ! ||| C'est Mélanie Jouitteau, que nous connaissons bien puisque nous l'avons invitée plusieurs fois à nos séances, qui nous invite cette fois à participer à une séance de jeu : le "datathon" ! Petra eo ? ||| De quoi s'agit-il ? Displeget 'vo sklaer ganti war an dachenn. ||| Elle nous l'expliquera sur le tas. Un dra a c'hellan lavar deoc'h dija : ar c'hoarierien (c'hwi, me, tout an dud a gemero perzh...) a vo graet... "pesked" anezho ! ||| Je peux déjà vous dire une chose : les joueurs (vous, moi, tous les participants...) seront des... poissons ! Ha pesked iskis war ar marc'had : pesked-tapon, pesked-fentigeller, pesked-kizhier... ||| Et de drôles de poissons, en plus : poissons-tampons, poissons-histrions, poissons chats... Ne vo ket peadra da enoeiñ ! ||| Il n'y aura pas de quoi s'ennuyer ! N'emañ ket pell an Ened c'hoazh moarvat ! ||| Sans doute, les Gras sont encore proches ! Petra 'vo d'ober ? ||| Que faudra-t-il faire ? Sevel goulennoù diwar-benn ur skeudenn, ur poltred, en deus un dra bennak da welet gant Breizh (istor, yezh, sevenadur...). ||| Rédiger des questions à propos d'une image, un portrait, qui a quelque chose à voir avec la Bretagne (histoire, langue, civilisation...) Un dra all c’hoazh : prizioù 'vo e fin an devezh ! ||| Autre chose : il y aura des prix à la fin de la journée ! Ya, e fin an devezh... rak un devezh a-bezh e pado an datathon-mañ ! ||| Oui, à la fin de la journée... car ce datathon durera une journée entière ! Met tu 'zo da gemer perzh nemet diouzh ar mintin (etre 9e30 ha kreisteiz), pe diouzh an endervezh (etre 2e ha 5e). ||| Mais il est possible d'y prendre part seulement le matin (entre 9h30 et midi), ou l'après-midi (entre 14h et 17h). Pelec'h ? ||| Où ? E "La Cantine", 2, straed François Briant de Laubrière, Kemper (karter Kreac'h Gwenn). ||| A "La Cantine", 2, rue François Briant de Laubière, Quimper (quartier de Kreac'h Gwenn). C'hoant da c'houzout muioc'h ? ||| Envie d'en savoir plus ? Kit d'ober un dro war al lec'hiennoù-mañ : ||| Allez faire un tour sur ces sites : Abadenn "Kontañ kaoz" a vo d'ar Sul 14 a viz Genver, da 4e goude merenn, e Oaled ar Gumun, Sal an Neved. ||| Dimanche 14 Janvier, à 16h, au Foyer, Salle Neved, séance "Kontañ kaoz". Nag a gemmoù gant hor boazioù kozh, neketa ? ||| Que de changements à nos vielles habitudes, n'est-ce pas ? Met taolioù-esae a zo mat evit reneveziñ ha derc'hel da vont war-raok. ||| Mais c'est à coups d'essai que l'on se renouvelle et continue d'avancer. Komzet 'vo ar wech-mañ eus Hentoù St Jakez Kompostell gant unan a zo aet betek eno div wech dija. ||| Cette fois seront évoqués les Chemins de St Jacques de Compostelle par quelqu'un qui y est allé deux fois déjà. Pol DAGORN an hini eo a gonto deomp an div birc’hirinded bet kerzhet gantañ. ||| Pol DAGORN nous contera les deux pélérinages qu'il a "marchés" jusque là. Pol est de Plogoneg, et habitué de nos séance "Kontañ kaoz". ||| Paotr Plogoneg eo Pol, ha darempreder boas hon abadennoù "Kontañ kaoz". Ar wech gentañ eo aet kuit eus Le-Puy-en-Velay. ||| La première fois il est parti du Puy-en-Velay. Kerzhet en deus e-pad daou viz hanter, etre miz Meurzh ha miz Mezheven 2022. ||| Il a marché pendant deux mois et demi, entre Mars et Juin 2022. Hag evit an eil en deus loc'het eus Lisboa, e miz Ebrel 2023. ||| Et la deuxième fois il est parti de Lisbonne, en Avril 2023. Kejet en deus gant ur bern tud a-hed an hentoù da vont da Gompostell, anat deoc'h ! ||| Il a rencontré une foultitude de gens tout au long des chemins menant à Compostelle, vous pensez bien ! Ha gant an holl an hevelep goulenn : perak ? ||| Et avec chacun la même question : pourquoi ? Perak kerzhout davet Kompostell ? ||| Pourquoi marcher vers Compostelle ? Ur goulenn ho po c'hoant d'ober dezhañ, sur a-walc'h ! ||| Une question que vous aurez surement envie de lui poser ! 'Benn ar Sul 14 'ta ! ||| Donc, à dimanche 14 ! Evit ar re a zo dedennet e stagan d'an e-mail-mañ "neudenn vlein" ar brezegenn a zo bet graet gant Malo Bouêssel du Bourg diwar-benn an haiku d'an 20 a viz Here diwezhañ. ||| Pour ceux que cela intéresse, en pièce jointe à cet e-mail, le fil conducteur de la présentation de l'haiku que nous a faite Malo Bouëssel du Bourg le 20 Octobre dernier. Ha da heul, alioù evit sevel haiku, ha kemennoù evit aozañ un "abadenn chase d'an haiku". ||| Et ensuite, ds conseils pour composer des Haiku, et des instructions pour organiser une "chasse à l'haiku". Perak ne glaskfemp ket ober kement all un deiz ? ||| Pourquoi ne pas essayer d'en faire autant un jour ? An abadennoù "Kontañ kaoz" a vez aozet gant Kuzul Gevellañ Plogoneg-Llandysul, an dra-mañ a ouzit, evel-just. ||| Vous le savez surement, les séances "Kontañ kaoz" sont organisées par le Comité de Jumelage Plogoneg-Llandysul. Traoù all a vez graet ivez gantañ, anat deoc'h. ||| Il fait aussi d'autres choses. Er mareoù-mañ, da skouer, e strivomp kalz da ziorren al liammoù hag an eskemmoù etre krennarded an div gumun. ||| Par exemple, ces temps-ci, nous travaillons beaucoup pour développer des liens et échanges entre les adolescents des deux communes. D'ar Gwener 'zo 'tont (24 a viz Du), e Oaled ar Gumun, Sal an Neved (ur sal anavezet mat ganeomp), da 6e30 d'abardaez, e vo graet Emvod Meur ar gevredigezh a vodo an izili hag an dud tost. ||| Vendredi prochain (24 Novembre), au Foyer Communal, salle Neved (que nous connaissons bien), à 18h30, se tiendra l'Assemblée Générale de l'association qui réunira les adhérents et les proches Kontet 'vo bilañs ar bloavezh a zo oc'h echuiñ (an obererezhioù a zo bet kaset da benn). ||| On dressera le bilan de l'année qui se termine (les activités menées à bien). Ha rakwelet 'vo ar pezh a vo graet e-pad ar bloavezh 'zo 'tont. ||| Et on prévoira ce qui sera fait l'année prochaine. Hag ur banne a vo evet ivez e dibenn-tout, evel-just ! ||| Et on prendra un pot à la fin de tout, évidemment ! Gant plijadur e kejin ganeoc’h da geñver an degouezh-mañ. ||| C'est avec plaisir que je vous rencontrerai à cette occasion. G.S. : Un dek bennak e oemp d'ar Gwener paseet, bodet evit flapañ etrezomp. ||| P.S. : Nous étions une dizaine vendredi dernier réunie pour bavarder entre nous. N'eo ket bet kavet hir an amzer tamm ebet... ||| Le temps n'a pas paru long... Aet omp gant ar gomz betek 8e noz ! ||| On a mené la conversation jusqu'à 20h ! Savet hon eus ivez deiziadur an abadennoù betek miz Mezheven ar bloaz a zeu. ||| On a aussi établi le calendrier des séances jusque fin Juin de l'année prochaine. Kas a rin keloù deoc'h. ||| Je vous tiendrai au courant. D'ar Gwener 18 a viz Du (18.11.2022) e tegemerimp Arnaud Elégoët. ||| Vendredi 18 Novembre (18.11.2022) nous recevrons Arnaud Elégoët. Paotr a Vro-Leon eo Arnaud, o chom bremañ e Kemper. ||| Arnaud est Léonard, il habite maintenant à Quimper. Kelenn a ra sonerezh e Skolaj/Lise Sz Tereza. ||| Il enseigne la musique au Collège et Lycée Ste Thérèse. Met ne c'hell ket e oberiantiz tremen hepken gant e vicher. ||| Mais son activité ne peut se limiter seulement à son métier. Troet da vat eo war-zu bed al levrioù hag an embann. ||| Il est tout entier tourné vers le monde des livres et de l'édition. Krouet en deus, un ugent vloaz bennak 'zo, an Ti-Embann "Bannoù-heol". ||| Il a créé, il y a une vingtaine d'années, la maison d'édition "Bannoù Heol". Tachenn oberiantiz an ti-embann-mañ a zo troet war-zu ar vugale hag ar grennarded. ||| L'activité de cette maison d'édition est rournés vers les enfants et les adolescents. Ha n'eo ket nemet war al levrioù eo mennet Arnaud. ||| Et ce n'est pas que par les livres qu'Arnaud est intéressé. Entanet eo ivez gant ar muzik. ||| Il est aussi passionné de musique. Ha, gant m'eo ar muzik ul langaj hollvedel, petra anatoc'h evitañ eget sevel ur bladenn (ul levr-pladenn) gouestlet da ganaouennoù ar bed ? ||| Et, puisque la musique est un langage universel, quoi de plus évident pour lui que de réaliser un disque (un livre-disque) consacré aux chants du monde ? Pevar bloaz 'zo en deus embannet "Kan ar Bed", ur c'haer a bennober, ennañ trizek kanaouenn, pep hini anezho o vezañ un etap eus beaj faltazius dre ar bed graet gant ur plac'h yaouank a Venezioù Are ... ||| Il y a quatre ans, il a édité "Kan ar Bed", un superbe chef d'oeuvre de 13 chansons, chacune d'elles étant l'étape du voyage imaginaire d'une jeune fille des Monts d'Arrée à travers le monde... Hag er mare-mañ emañ Bannoù-heol o paouez embann un doare nevez eus "Ar Marc'h Dall", un oberenn bet krouet e dibenn ar bloavezhioù 1970 gant Job An Irien ha Rene Abjean. ||| Et ces temps-ci, Bannoù Heol vient d'éditer une nouvelle version de "Ar Marc'h Dall" ("Le Cheval Aveugle"), une oeuvre créée à la fin des années 1970 par Job An Irien et René Abjean. Un doare nevez : tud evel Gilles Servat pe Véronique Autret o kemer perzh ennañ, pe c'hoazh kanerien a Vro Gorsika, hag Orkestra Simfonek Bro Vulgaria. ||| Une version nouvelle : des gens comme Gilles Servat ou Véronique Autret y prennent part, ou encore des chanteurs Corses, et l'Orchestre Symphonique de Bulgarie. Ouzhpenn ar bladenn ez eus ivez ul levr gant an destenn orin skeudennaouet gant tresadennoù Geoffrey Berniolle a c'heller gwelout e sal-degemer Ti-Kêr Kemper betek an 18 a viz-mañ. ||| En plus du disque, il y a un livret avec le texte d'origine illustré par les dessins de Geoffrey Berniolle que l'on peut voir dans le hall d'entrée de la Mairie de Quimper juqu'au 18 de ce mois. Setu : d'ar Gwener 18 a viz-mañ, adalek 6e, un abardaevezh eus ar re zedennusañ. ||| Voilà : vendredi 18 prochain, à partir de 18h, une fin d'après-midi du plus hait intérêt. Taolit evezh : ne vo ket graet an abadenn e Oaled ar Gumun evel boaz, met e sal-degemer ar sal sosiosevenadurel (Arpège), straed ar Sportva (rue du Stade). ||| Attention : le séance n'aura pas lieu au Foyer Communal comme d'habitude, mais dans le hall d'entrée de la salle socuioculturelle (Arpège), rue du Stade. A-benn ar Gwener 18. ||| A vendredi 18. Dindan, ul liamm davet ur pennad kaoz gant Michel Feltin Palas aterset gant ur gazetennerez eus "Gavroche" (ur gelaouenn jakobin ma 'z eus unan !). ||| Dessous, un lien vers une interview de Michel Feltin Palas par une journaliste à "Gavroche" (journal jacobin s'il en est !). An holl ac'hanomp a anvez dija an arguzennoù diskleriet (brav ha poellek) gant Michel Feltin Palas. ||| Nous connaissons tous déjà les arguments développés (avec brio et logique) par Michel Feltin Palas. Pennañ talvoudegezh an atersadenn-mañ a zo goulennoù an aterserez. ||| L'intérêt principal de cet entretien, c'est les questions de l'intervieweuse. Enno e kaver an holl arguzennoù implijet gant tud 'zo evit enebiñ ouzh ar yezhoù pobl komzet war tiriadoù melestret gant ar Stad Gall. ||| on y trouve tous les arguments utilisés par certains pour s'opposer aux langues populaires parlées sur les territoires administrés par l'Etat Français. Ur bokedad ! ||| Un florilège ! Kentañ abadenn "Kontañ kaoz" a vo d'al Lun 19 a viz Kerzu. ||| La prochaine séance "Kontañ kaoz" aura lieu lundi 19 Décembre. Pedet 'm eus Aël Anna Maze da zont da flapañ ganeomp. ||| J'ai invité Aël Anna Maze à venir bavarder avec nous. Studioù war ar saozneg he deus kaset da benn betek an aotregezh, ha war-lerc'h he deus prientet, e-pad daou vloaz, ur master MEEF (Micherioù ar C'helenn, an Desevel hag ar Stummañ). ||| Elle a fait des études d'anglais jusqu'à la licence, et ensuite elle a préparé, sur deux ans, un master MEEF (Métiers de l'Enseignemnt, de l'Education et de la Formation). Skolaerez eo bremañ e Roazhon gant ur c'hlasad GS/CP. ||| Elle est maintenant institutrice dans une classe GS/CP (Grande Section/Classe préparatoire). Setu perak eo bet dav gortoz vakansoù Nedeleg evit he c'houviañ. ||| C'est pourquoi il a fallu attendre les vacances de Noël pour la convier. Plac'h Kemper eo Aël Anna, o chom abaoe he bugaleaj e Penhars, ur gumun staget da Gemper e 1960. ||| Aël Anna est de Quimper et habite depuis son enfance à Penhars, commune rattachée à Quimper en 1960. Karter an Douar Du a zo ul lodenn eus Penhars, ur c'harter bet savet e annezioù gant an annezidi o-unan er bloavezhioù 50 (er c'hantved diwezhañ e oa !). ||| Le quartier de la Terre Noire est une partie de Penhars, un quartier dont les habitations ont été construites par les habitants eux-mêmes dans les années 50 (c'était au siècle dernier !). Ul luskad brav a intrudu hag a genskoazell etre tud a veze graet anezho "An Avanked" (pe ar Gastored") ganto o-unan. ||| Un bel élan d'initiative et d'entraide entre gens qui se nommaient eux-mêmes "Les Castors". Pa 'z eus bet kaoz da zibab tem an teuliad a vez kinniget dirak ar juri gant pep "danvez-rouanez" ez eo istor er c'hengred-se he deus divizet Aël Anna lakaat war wel. ||| Lorsqu'il s'est agi de choisir le thème du dossier présenté devant le jury par les "candidates à la royauté", c'est l'histoire de cette solidarité qu'Aël Anna a décidé de présenter. Ha n'eo ket nemet e galleg ! ||| Et pas seulement en français ! E brezhoneg ivez ! ||| En breton aussi ! A viskoazh he doa huñvreet Aël Anna bezañ rouanez Kerne, hag e c'heller lârout eo bet degouezh ar C'hovid ur "chañs" eviti peogwir rak, "dre c'hras" hollreuziad kleñved-red ar C'hovid, eo chomet e-pad daou vloaz ar gurunenn war he fenn. ||| Aël Anna avait depuis toujours rêvé d'être reine de Cornouaille, et l'on peut dire que le hasard du Covid a été pour elle une "chance" puisque c'est grâce aux troubles la pandémie du Covid que la couronne est restée sur sa tête pendant deux ans. Setu 'ta : emgav ganti d'al Lun 19 a viz Kerzu, da 6e abardaez, e Oaled ar Gumun, sal an Neved. ||| Donc, rendez-vous lundi 19 Décembre , à 18h, au Foyer Communal, salle Neved. Un digarez a-feson da c'houzout pep tra war dilennadenn rouanezed Kerne... ha war ar vuhez rouanez ! ||| Une bonne occasion de tout savoir sur l'élection des reines de Cornouaille... et sur la vie de reine ! D'al lun 19 a viz Kerzu. ||| A lundi 19 Décembre Hag ur gwall cheñchamant eo ! ||| Et ce n'est pas un bon changement ! Pierre BOËNNEC en deus pellgomzet din e fin ar mintinvezh : n'eo ket evit dont 'benn arc'hoazh ! ||| Pierre BOËNNEC m'a téléphoné en fin de matinée : il ne peut pas venir demain ! Kudennoù yec'hed a zo gantañ : re greñv gwask e wad (re uhel e "dañsion") ! ||| Il a des problèmes de santé : trop de tension ! Lâret eo bet dezhañ gant e vezeg chom fur 'bar' gêr, ha chom hep mont da "c'haloupat" betek Plogoneg !!! ||| Son médecin lui a dit de rester sagement à la maison, et de ne pas aller "courir" jusqu'à Plogoneg !!! Mantret ha dipitet e oa. ||| Il était consterné et déçu. Kinniget en deus dont da vare an distro-skol, e miz Gwengolo, pe e miz Here. ||| Il a proposé de venir au moment de la rentrée, en Septembre ou Octobre. Mont a rin e darempred gantañ e fin miz Eost evit renkañ an afer. ||| Je le contacterai fin Août pour arranger cela. Bon ! 'Giz-se 'mañ ! ||| C'est comme ça ! Met un dra 'zo sur : bez' e vo eus abadenn ar 7 a viz Mezheven ! ||| Mais ce qui est sûr, c'est que la séance du 7 Juin aura lieu ! Melanie JOUITTEAU eo a zeuio da gaozeal ganeomp eus un dra a zo unan eus an traoù dibar a vez kavet e brezhoneg. ||| C'est Mélanie JOUITTEAU qui viendra nous parler de quelque chosequi constitue l'une des curiosités du breton. da biv e vez lâret "te" pe "c'hwi", ha pegoulz ? ||| a qui dit-on "tu" ou "vous", et en quelles circonstances ? Diskouez a raio Melanie disoc'hoù hec'h enklaskoù war an dra-se... ||| Mélanie nous montrera les résultats de ses recherches sur ce sujet... ha goulenn a raio ivez diganeomp petra omp-ni boas da lârout ! ||| et elle nous demandera aussi ce que nous, nous avons l'habitude de dire ! Skrivañ a rin dizale hiroc'h deoc'h war an abadenn-se. ||| Je vous en dirai plus prochainement à propos de cette séance. Unan war'n ugent e oamp d'ar Gwener diwezhañ, deuet da "gontañ kaoz" gant Melanie. ||| Nous étions 21 vendredi dernier, venus bavarder avec Mélanie. Eüruzamant e oa bet cheñchet sal ganeomp ! ||| Heureusement que l'on avait changé de salle ! An hini omp boas d'ober ganti a vefe bet re vihan… ||| Celle que nous utilisons habituellement aurait été trop petite… Ur frapad amzer blijus hon bevet asambles. ||| Nous avons passé ensemble un bon moment. Ha gant ma 'z eo Melanie "tik" gant a bep seurt munudoù a sell ouzh doare-mañ-doare da lavar tra-mañ-tra e lec'h-mañ-lec'h, hon eus bet, diwar goulennoù graet ganti, ar blijadur da glevout, o tont diouzh "skiant-prenet" hini pe hini ac'hanomp, hervez e gumun orin pe an hini m'emañ o chom enni, evezhiadennoù a bep seurt war droioù-lavar, doareoù da sevel frazennoù… ||| Et comme Mélanie est une "mordue" de toutes sortes de détails ayant trait à telle ou telle façon de dire telle ou telle chose dans tel ou tel endroit, nous avons eu le plaisir d'entendre, à partir de ses questions et du savoir des uns et des autres, selon leur commune d'origine ou de résidence, toutes sortes d'observations sur des expressions, des façons de tourner les phrases… Nann, nann ! Ne oa ket torr-penn tamm ebet ! ||| Non, non ! Ce n'était pas du tout "torr-penn" ! Ar c'hontrol-bev ! ||| Au contraire ! Un teuzac'h e oa saourañ blaz furmoù brezhonek gwriziennet don 'barzh buhez hag istor kumunioù ha teroueroù liesseurt… ||| C'était un délice de goûter à la saveur de tournures profondément enracinées dans la vie et l'histoire de différents terroirs et communes… Laret he deus Melanie e plijfe dezhi dont en-dro, gant ul listennad traoù resis da c'houlenn… ||| Mélanie a dit qu'elle reviendrait, avec une liste de choses précises à demander… Rakwelet 'vo an dra-mañ e penn kentañ ar bloaz a zeu (ar bloaz-skol, evel-just, d.l.e. e miz Gwengolo 2018). ||| On va prévoir cela pour le début de la prochaine année (scolaire, évidemment, c. à d. en Septembre 2018). Met, 'benn ar fin, ar brasañ plijadur a zo bet stadañ en em gomprene an eil re hag ar re all, forzh peseurt brezhoneg lec'h-mañ-lec'h a oa ganto… ar pezh na souezhe tamm ebet ar yezhourez Melanie, hag e tisplegas-hi ne oa netra normaloc'h pa oa ar brezhoneg ur yezh, gant furmoù liesseurt evel-just (evel an holl yezhoù !), met gant ur framm ("eskern" a blij dezhi lavar) a vez kavet en holl broioù ma komzer brezhoneg enno. ||| Mais, à tout prendre, le plus grand plaisir a été de faire le constat que les uns et les autres se comprenaient, quel que soit le breton "local" qu'ils parlaient… ce qui n'a pas du tout surpris la linguiste qu'est Mélanie, qui a expliqué qu'il n'y avait rien de plus normal puisque le breton est une langue avec, certes, des formes variées (comme toutes les langues), mais avec une charpente (un "squelette" comme elle aime à dire) commune à tous les terroirs où l'on parle breton. Gant Melanie JOUITTEAU e kejimp digwener (1añ a viz Kerzu). ||| Vendredi prochain (1er Décembre), nous rencontrerons Mélanie JOUITTEAU Ar brezhoneg a zo unan eus he boemennoù, ma n'eo ket an hini vrasañ... ||| La langue bretonne est l'une de ses passions, si ce n'est la plus grande... Boas eo da foetañ broioù ar brezhoneg evit studiañ framm ar yezh (eskern ar yezh a lar-hi!) diwar genoù ar vrezhonegerien a-vihanik. ||| Elle sillonne les pays de langue bretonne pour en étudier la charpente (l'ossature de la langue, comme elle dit !) de la bouche même des brittophones de naissance. Diouzh eostadoù dastumet ganti e c'hell-hi dezastum fedoù yezhel... na glotont ket atav gant ar pezh omp boas da glevout ha da soñjal : ||| De ce qu'elle a ainsi moissonné elle peut déduire des évidences sur la langue... qui ne correspondent pas toujours à ce que l'on a coutume d'entendre dire ou de penser : - hag eñ ez eo ken bras an diforc'h etre ar yezh peurunvan implijet er mediaou hag ar pezh a vez komzet gant ar re gozh ? ||| - la différence est-elle si grande entre ce que l'on entend sur les médias et ce que parlent les anciens ? - hag eñ ez eo ken pell eus yezh ar re gozh ar pezh a vez komzet gant skolidi Diwan ? ||| - la langue des anciens est-elle si différente de ce que parlent les élèves de Diwan ? - penaos e tiviz-hi hag eñ eo bet tapet a-vihanik e vrezhoneg gant den-mañ-den ? ||| - comment évalue-t-elle si un tel ou un tel est brittophone de naissance ? War tout an traoù-se, ha traoù all ivez, e c'hello Melanie reiñ deomp skouerioù resis, ha livañ ivez ar pezh a soñj-hi. ||| Sur tout cela, et bien d'autres choses, Mélanie pourra nous donner des exemples précis, et nous faire part de ce qu'elle pense. Mod all, ma kav deomp ez eo re sirius traoù a-seurt-se e c'hellimp mont ganti war ur bern traoù all : ar skrivañ, ar c'hoariva, ar sinema, pe he beajoù liesseurt... ||| Autrement, si nous estimons que tout cela est trop "sérieux", nous pourrons évoquer plein d'autres sujets avec elle : l'écriture, le théâtre, le cinéma, ou ses voyages divers... Memes lec'h : Oaled ar Gumun (betek-henn n'em eus graet tra ebet evit diskoulmañ kudenn an trouz a zo 'tont eus ar solier... ||| Même endroit : le Foyer Communal (jusqu'à présent je n'ai rien fait pour solutionner le problème du bruit à l'étage... Goulenn a rin hag e vo possubl implij ar sal e-kichen...) ||| Je demanderai s'il est possible d'utiliser la salle d'à côté...) Memes mare : etre 6e ha 7e30 noz. ||| Mêmes horaires : de 18h à 19h30. War an intelijañs artifisiel (an naouegezh artifisiel) e oa deuet Melanie Jouitteau da gaozeal ganeomp n'eus ket pell 'zo (d'ar 24 a viz Meurzh e oa). ||| Il y a peu (c'était le 24 Mars), Mélanie Jouitteau était venue nous parler d'intelligence artificielle. Unan eus ar goulennoù pleustret warno a oa : gounid pe dañjer evit ar brezhoneg ? ||| L'une des questions traitées était : avantage ou danger pour la langue bretonne ? Derc'hel a ra Melanie da labourat war an tem-se. ||| Mélanie continue à travailler sur ce thème. Ha da eskemm disoc'hoù he frederiadennoù hag enklaskoù gant tud a bep seurt. ||| Et elle partage largement les résultats de ses réflexions et travaux. N'eus ket pell 'zo he deus graet ur brezegenn war se e-pad Gouel Etrekeltiek an Oriant. ||| Elle a fait une conférence à ce sujet il y a peu dans le cadre de Festival interceltique de Lorient. Filmet eo bet gant an ABP (Agence Bretagne Presse) ha lakaet enlinenn. ||| L'ABP (Agence Bretagne Presse) l'a filmée et mise en ligne. Amañ dindan ar chomlec'h : ||| Ci-dessous l'adresse : E div lodenn he deus rannet he frezegenn. ||| Elle a divisé sa conférence en deux parties. Da gentañ e kinnig an teknologiezhoù lakaet e pleustr ha penaos en em sav tamm-ha-tamm diouto an naouegezh artifisiel-se. ||| Elle évoque d'abord les technologies mises en oeuvre et comment en émerge peu à peu cette intelligence artificielle. Degas a ra ivez ar preder war an tachennoù liesseurt ma c'hellor pleustriñ ganto gant an arloadoù o teverañ diwarni... ||| Elle aborde aussi les divers domaines qui pourront être concernés par les applications en découlant... Eil lodenn ar brezegenn a zo gouestlet d'an darempredoù etre an naouegezh artifisiel (hag an arloadoù a tont diwarni) hag ar yezhoù "bihan" evel ar brezhoneg. ||| La seconde partie de la conférence est consacrée à la relation entre l'intelligence artificielle (et les applications qui en ressortent) et les "petites" langues comme le breton. Hag atav an hevelep goulenn pa 'z eer gant an dra-se : dañjer pe gounid ? ||| Et toujours la même question lorsque l'on aborde ce point : avantage ou danger ? Evel m'he doa graet pa oa deuet da gaozeal ganeomp e tispleg Melanie petra a vank evit ma c'hellfe ar brezhoneg tennañ e vad eus an nevezenti-mañ : ur c'horpus stank ha fonn. ||| Comme elle l'avait fait lorsqu'elle était venue nous parler, Mélanie explique ce qui manque pour que le breton puisse tirer profit de cette nouveauté : un corpus important et fourni. Met komzoù frealzus ha gwellwelus a zeu ganti memestra pa zispleg penaos e c'hell pep-hini, forzh peseurt live a vefe gant e vrezhoneg, ober un dra bennak evit magañ ar c'horpus... zoken gant traoù dister... ||| Mais elle tient aussi des propos réconfortants et optimistes lorsqu'elle explique que chacun peut,quel que soit son niveau en breton, faire quelque chose pour enrichir le corpus... même par de petites choses... ha kemer perzh 'ta evit difraostañ un dazont hag ur plas d'ar brezhoneg e "janglenn" an naouegezh artifisiel ! ||| et donc prendre part au défrichage pour un avenir et une place pour le breton dans la "jungle" de l'intelligence artificielle ! Da selaou aketus ! E galleg eo... met chom a ra aes a-walc'h da gompren memestra 😁😂! ||| A écouter attentivement ! C'est en français... mais ça reste cependant assez facile à comprendre 😁😂 ! Pennad-skrid Philippe Argouarc'h (kazetenner an ABP) a zo dedennus-tre ivez, hep disoñjal evezhiadennoù al lennerien. ||| L'article de Philippe Argouarc'h (le journaliste de l'ABP) est aussi très intéressant, sans oublier les commentaires des lecteurs. Mod all, emaon o prientiñ program abadennoù "kontañ kaoz" ar bloavezh zo o tont. ||| Autrement, je suis en train de préparer le programme des séances "kontañ kaoz" pour l'année qui vient. Kas a rin keloù deoc'h. ||| Je vous tiendrai au courant. Treuskas a ran deoc'h niverenn gentañ ur gelaouenn nevez skignet war ar "web" gant ar gevredigezh "Daskor". ||| Je vous transfère le premier numéro d'une nouvelle revue diffusée sur le "web" par l'association "Daskor" ("Restituer"). Liveoù yezh disheñvel a zo gant an testennoù kinniget. ||| Les textes diffusés sont de niveaux de langue différents. Digoust eo. ||| C'est gratuit. Tu zo da bep hini koumanantiñ. ||| Tout le monde peut s'abonner. Na zisoñjit ket : goude merenn, da 4e, e Oaled ar Gumun, sal an Neved, "Kontañ kaoz" gant Pol Dagorn a gonto deomp e gerzhadenn davet St Jakez. ||| N'oubliez pas : cet après-midi, à 16h, au Foyer Communal, salle Neved, "Kontañ kaoz" avec Pol Dagorn qui nous racontera sa marche vers St Jacques de Compostelle. Ha dre n'eo ket tomm an amzer, kafe ha te 'vo gant un drañchenn "bara brith", ur wastell mod Bro-Gembre fardet gant Marie Agnès. ||| Et comme il ne fait pas chaud, café ou thé au programme avec une tranche de "bara brith", un gâteau gallois confectionné par Marie Agnès. 'Ben bremaik 'ta. ||| Donc, à tout à l'heure. Ya, cheñchamantoù 'zo : n'eo ket d'ur Gwener e vo an abadenn da zont, met d'ar Yaou 7 a viz Kerzu. ||| Oui, il y a du changement : la prochaine séance n'aura pas lieu un vendredi, mais le jeudi 7 Décembre. Ur c'hemm all a zo : ne vo ket en Oaled ar Gumun, met en ur sal a sko ouzh mont e-barzh Hall ar Sportoù. ||| Il y a un autre changement : ce ne sera pas au Foyer Communal, mais dans une salle jouxtant l'entrée de la Halle des Sports. (diouzhtu war an tu kleiz pa 'z eer tre). ||| (tout de suite à gauche lorsque l'on rentre). E Straed ar Stad emañ. ||| Elle se situe Rue du Stade. Stagañ a ran d'an e-mail-mañ ur plan, kuit da goll amzer o klask. ||| Je joins un plan à cet e-mail, pour éviter de perdre du temps à chercher. Met ne cheñch ket pep tra : er memes mare 'vo, d.l.e. etre 6e ha 7e30 noz. ||| Mais tout ne change pas : ce sera au moment habituel, c. à d. entre 18h et 19h30. Goulennet 'm eus ouzh Sten Charbonneau dont da ginnig unan (pe meur a hini) eus ar c'hoarioù nevez ijinet gantañ. ||| J'ai demandé à Sten Charbonneau de venir pour présenter l'un (ou plusieurs) des jeux qu'il a inventés récemment. N'eo ket dianavez Sten ganeomp. ||| Sten ne nous est pas inconnu. E bedet hon eus div wech dija ha kinniget en deus deomp ar c'hoarioù "Din an dorn" ha "Klask ar ger". ||| Nous l'avons déjà invité deux fois et il nous a présenté les jeux "Din an dorn" et "Klask ar ger". C'hoarioù nevez 'zo deuet er-maez abaoe… ||| Depuis de nouveaux jeux sont sortis... Met traoù all eget ijinañ c'hoarioù pedagogel a oar ober. ||| Mais il fait d'autres choses que d'inventer des jeux pédagogiques. Kelenner eo bet, buhezour abadennoù radio… ||| Il a été enseignant, animateur d'émissions de radio... Jubennour war ar prim eo ivez, eus ar saozneg pe ar galleg d'ar brezhoneg, hag ar c'hontrol, ha tro en deus evel-se da gemer perzh e meur a zarvoud  : kollokoù, prezegennoù ha divizoù... ||| Il fait aussi de la traduction instantanée, de l'anglais ou du français au breton, et inversement, et il a ainsi l'occasion de participer à de nombreux événements : colloques, conférences, débats... Kement a draoù 'zo e vo tu da gaozeal gantañ ma fell deomp ! ||| Il y a tant de choses dont il nous sera possible de parler avec lui ! 'Ben ar Yaou 7 a viz Kerzu 'ta, 6e noz, er sal a sko ouzh mont e-barzh Hall ar Sportoù, Straed ar Stad. ||| Donc à jeudi 7 Décembre, à 18h, dans la salle jouxtant l'entrée de la Halle des Sports, rue du Stade. G.S. Er pezh-stag ivez, foto un nebeud c'hoarioù. ||| P.S. En pièce jointe également, photo. de quelques jeux. Kinnig a ran en em gavout d'ar Gwener a zeu (17 a viz Du) evit hon abadenn "Kontañ kaoz". ||| Je propose de nous retrouver vendredi prochain (17 Novembre) pour notre séance "Kontañ kaoz". Kouviadez na gouviad ebet ar wech-mañ. ||| Pas d'invité.e cette fois. Un digarez brav da flapañ etrezomp, a-dreuz hag a-hed, eus tra-mañ-tra, ha marteze ivez eskemm mennozhioù war an abadennoù da zont. ||| Une bonne occasion de bavarder entre nous, à bâtons rompus, de ceci ou cela, et peut-être aussi d'échanger des idées sur les seéances à venir. Pediñ kouvidi a zo un dra vat : e-giz-se hon eus bet tro da gejañ gant tud plijus ha dedennus-kenañ, ha da zizoleiñ a bep seurt dodenn. ||| Recevoir des invités est bien : nous avons ainsi l'occasion de rencontrer des personnes intéressantes, et de découvrir toute sorte de choses. Met kredapl ne domm ket re ar c'hoant da gaozeal… ||| Mais sans doute cela n'incite-t-il pas à parler... Pezh a blijfe, koulskoude, marteze da meur a hini ober… ||| Ce que, pourtant, plus d'un aimerait peut-être faire... Marteze e vefe posubl ijinañ doareoù all da reiñ buhez d'an abadennoù ? ||| Peut-être serait-il possible d'imaginer d'autres façons de faire vivre nos séances ? Setu. Gallout a raimp breutaat diwar-benn an dra-se… ||| Voilà. Nous pourrons débattre de cela... Ha ma ne fell ket deomp, komz diwar-benn liv an amzer (ha peadra 'zo da gontañ war an dra-se er mare-mañ !) pe spered an dud. ||| Et si nous n'en avons pas envie, parler de la couleur du temps ( et il y a de quoi dire à ce sujet ces temps-ci !) ou l'humeur des gens. A-benn ar Gwener 'zo 'tont eta : 6e abardaez evel boaz, e Oaled ar Gumun evel boaz, sal an Neved evel boaz ivez. ||| Donc, à vendredi prochain : 18h comme d'habitude, au Foyer Communal comme d'habitude, Salle Neved comme d'habitude aussi. Treuzkas a ran deoc'h ur gemennadenn kaset din gant Drev an Torc'h, unan eus izili ar strollad c'hoariva "Forst Fouenn", ha darempreder boas hon abadennoù "Kontañ kaoz". ||| Je vous transfère une information que m'a transmise 'Drev an Torc'h l'un des membres de la troupe de théâtre "Forst Fouenn" et habitué de nos séance "Kontañ Kaoz". Abadenn ziwezhañ ar pezh-c'hoari "Me, n'in ket da Bariz" 'vo 'ta  d'ar Sul zo 'tont (5 a viz Du). ||| La dernière représentation de la pièce "Me, n'in ket da Bariz" aura donc lieu dimanche prochain (5 Novembre). Ar chañs nemeti, ar chañs ziwezhañ, a chom d'ar re n'o dije ket bet c'hoazh ar blijadur da welout an arvest-mañ a oar kontañ gant fent darvoudoù sirius ar vuhez bemdez, na da selaou brezhoneg saourus korn-bro Fouenn a zo gant ar c'hoarierien. ||| C'est la chance unique et dernière qui reste à ceux qui n'ont pas encore eu le plaisir de voir ce spectacle qui raconte avec humour les choses sérieuses de la vie quotidienne, ni d'entendre le savoureux breton fouesnantais des acteurs. Da welout pe da adwelout : un arvest na c'heller c'hwitañ. ||| A voir ou à revoir : un spectacle que l'on ne peut rater. Foar al laou 'vo d'ar Sul zo 'tont (22 a viz-Here), aozet gant ar c'huzul Gevellañ, evit arc'hantaouiñ beaj ar re yaouank (Llandysul) er bloaz a zeu. ||| Vide grenier dimanche prochain (22 Octobre), organisé par le Comité de Jumelage, pour financer le voyage des jeunes (Llandysul) l'année prochaine. Marteze n'oc'h ket entanet tamm ebet gant seurt degouezhioù… ||| Vous n'êtes peut-être pas fanatiques de ce genre d'événements... Deuit memestra ma 'c’hellit ! ||| Venez quand-même si vous pouvez ! Pa ne vefe nemet evit evañ ur banne kafe, pe debriñ ur grampouezhenn (+ 1€ evit mont e-barzh). ||| Ne serait-ce que pour boire un café, ou manger une crêpe (+ 1€ pour l'entrée). An holl "stalioù" kinniget a zo bet feurmet... Sur-tre e vo a bep seurt traoù dic'hortoz da welout… ||| Tous les stands proposés ont été pris... Il y aura surement des choses inattendues à voir... Mod all, ma vefe ganeoc'h traoù na servijont ket ken deoc'h, pe bitrakoù oc'h skuizh da welout bemdez... ||| Autrement, si vous avez des choses qui ne vous servent plus, ou des bricoles que vous êtes fatigués de voir tous les jours... Kasit ha roit anezho evit "stal" ar re yaouank. ||| Apportez-les et donnez-les pour la boutique des jeunes. 'Benn disul neuze, ha 'benn diouzhtu evit ar re a zeuio bremaik da gejañ gant Malo Bouessel du Bourg. ||| Alors, à dimanche, et à tout de suite pour ceux qui vont venir tout à l'heure pour rencontrer Malo Bouessel du Bourg. D'ar Gwener 20 a viz Here e tegemerimp Malo Bouessel du Bourg. ||| Vendredi 20 octobre, nous recevrons Malo Bouessel du Bourg. Ne vo ket dezhañ ar wech gentañ dont da Blogoneg. ||| Ce ne sera pas pour lui la première fois qu'il viendra à Plogoneg. Ar blijadur hon eus bet dija d'e zegemer d'an 20 a viz C'hwevrer 2020 ||| Nous avons déjà eu le plaisir de le recevoir le 20 Février 2020 (c'hwi oar, just un tammig a-raok reuz bras ar c'hovid...). ||| (vous savez, juste un peu avant le foutoir du Covid...) Deuet e oa da gaozeal ganeomp diwar-benn ar strollad embregerezhioù "Produet e Breizh" hag al liamm a zo etre an ekonomiezh hag ar brezhoneg. ||| Il était venu nous parler du collectif d'entreprises "Produit en Bretagne" et du lien existant entre l'économie et la langue bretonne. Ar wech-mañ ez eo eus lennegezh e vo komzet gantañ rak ur skrivagner eo ivez. ||| Cette fois-ci, c'est de littérature qu'il parlera car c'est aussi un écrivain. Skrivañ a ra danevelloù, arnodskridoù (a vez embannet er gelaouenn "Al Liamm"), troidigezhioù ha barzhonegoù, mod "haiku" gant lod anezho. ||| Il écrit des nouvelles, des critiques littéraires (qui paraissent dans la revue "Al Liamm"), des traductions et des poèmes, dont certains à la mode "haiku". Petra eo un "haiku" ? ||| C'est quoi, un "haiku" ? "Bihanoc'h barzhoneg ar bed" a lavar-eñ, ennañ seitek silabenn ingalet e teir gwerzenn : ||| "Le plus petit poème du monde" dit-il, composé de dix-sept syllabes réparties sur trois vers : pemp en hini gentañ, seizh en eil, pemp en trede… ma toujer strikt ouzh ar reolennoù ! ||| cinq dans le premier, sept dans le second, cinq dans le troisième… si l'on respecte strictement les règles ! Met kavout a reer "haiku" eus ar re vravañ n'eus ket ganto ar seitek silabenn-se… ||| Mais l'on trouve de très beaux "aiku" qui n'ont pas ces dix-sept syllabes... An "haiku", e gwirionez, n'eo ket nemet un afer a reolennoù. ||| A dire vrai, l'"haiku", ce n'est pas seulement une affaire de règles. Ur skrivagnerez "haiku" a lâr ez eo "ur sell, ur santad, ul lusk, ul luc'hskeudenn brim, berrbad, nes-kenañ". ||| Une écrivaine d'"aiku" dit que c'est "un regard, un ressenti, un mouvement une photographie instantanée, éphémère, toute proche". Ur genstrivadeg "haiku" a vez aozet bep bloaz e-serr festival "Taol Kurun" e Kemperle, ha pedet e vez an hini a gar da skrivañ e brezhoneg, e gallaoueg koulz hag e galleg… ||| Le festival "Taol Kurun" de Quimperlé organise tous les ans un concours d'"aiku", et est invité qui veut à écrire en breton, en gallo autant qu'en français... A vare da vare e kemer Malo perzh er bodadoù-barn evit diuzañ ar re vravañ. ||| Malo participe de temps en temps à des jurys pour distinguer les plus beaux. "Chaseadegoù haiku" a vez aozet ivez ur wech an amzer ma vez roet tro d'ur vandennad a dud kenlabourat evit sevel "haiku" a-stroll. ||| Des "chasses collectives à l'haiku" sont aussi parfois organisées où l'on donne à une bande de personnes l'occasion de composer ensemble des "haiku". Marteze e c'hellimp aozañ unan e dibenn hon abadenn… ||| Peut-être pourrons-nous en organiser une à la fin de la séance... "Chaseadeg" pe get, d'ar Gwenner 20 a viz Here, e Oaled ar Gumun e bourc'h Plogoneg, etre 6e ha 7e30 noz : un abadenn "kontañ kaoz" a vefe domaj c'hwitañ anezhi. ||| "Chasse ou pas, vendred 20 Octobre, au Foyer Communal au bourg de Plogoneg, entre 18h et 19h30 : une séance "kontañ kaoz" qu'il serait dommage de rater. Abadenn "Kontañ kaoz" ebet e miz Ebrel... met un abadenn c'hoariva. ||| Pas de séance "Kontañ kaoz" en Avril... mais une séance théâtrale. Pegoulz ? D'ar Sul 16 a viz Ebrel, da 5e d'abardaez. ||| Quand ? Dimanche 16 Avril, à 17h. Pelec'h ? Er sal sosiosevenadurel "Arpège". ||| Où ? Salle socioculturelle "Arpège". Dont a raio Strollad Forst Fouen da ginnig deomp "Me, n'in ket da Bariz !", ur pezh-c'hoari bet skrivet a-nevez ganto diwar ur skrid eus Maria Prat (bet ganet e 1906, hag hi skrivagnerez brezhonek ha brudet-tre e Bro-Dreger). ||| La troupe Strollad Forst Fouen viendra nus présenter "Me, n'in ket da Bariz !" ("Moi, je n'irai pas à paris !") une pièce de théâtre qu'ils ont réécrite à partir d'un écrit de Maria Prat (née en 1906, écrivaine de langue bretonne et renommée dans le Tregor). Tamm-ha-tamm, a-hed an abadennoù pleustriñ, o deus izili ar strollad renket en-dro an istor ijinet ganti, aoz vat enno daoust da reuzioù ar c'hovid ! ||| Peu à peu, au fil des répétitions, les membres du groupe ont reformulée l'histoire qu'elle avait écrite, dans la bonne humeur malgré les troubles du Covid ! Padout a ra ar pezh-c'hoari war-dro un eurvezh hanter… ||| La pièce dure une heure et demie environ... Petra eo an istor ? ||| Quelle est l'histoire ? Sorc'henn vras Lena, merc'h Jakez, a zo kuitaat ti-feurm an tiegezh, ha dont da vezañ ur "barizianez" o vont da vevañ gant hec'h amourouz Tugdual, a zo ijinour e Pariz. ||| La grande obsession de Lena, la fille de Jakez, est de quitter la ferme familiale, et devenir une "parisienne" en allant vivre avec son amoureux, Tugdual, qui est injénieur à Paris. Met he zad a zo intañv ha ne fell ket dezhi e lezel e-unan. ||| Mais son père est veuf et elle ne veut pas le laisser seul. Goulenn a ra outañ da zont ivez da Bariz da vevañ ganto. ||| Elle lui demande de venir vivre aussi à Paris avec eux. Evitañ, anv ebet da guitaat e feurm, e loened hag e liorzh… ||| Pour lui, pas question de quitter sa ferme, ses animaux et son jardin... Ne oa ket dav ouzhpennañ tra ebet evit daoubennañ an darempredoù e-touez an dud tro-dro dezho… ||| Il n'en fallait pas pluspour bouleverser les rapports parmi leur entourage... Ha darvoudoù e-leizh o tont da heul… ||| Et de nombreux rebondissements vont s'en suivre... E berr gomzoù, un istor eeun kontet war ton ar fent : an divroañ davet Pariz. ||| En peu de mots, une histoire simple, racontée avec humour : l'émigration vers Paris. Un huñvre marzhus evit lod, ur wallhuñvre euzhus evit lod all. ||| Un rêve merveilleux pour certains, un cauchemar horrible pour d'autres. Ha war al leurenn ur mesk-ha-mailh digabestr m'emañ pep hini o klask, peurliesañ hep gouzout dezhañ, e blanedenn... hag e bar. ||| Et sur la scène un pêle-mêle débridé où chacun cherche, le plus souvent sans le savoir, son destin... et l'âme sœur. Un arvest na c'heller c'hwitañ, peogwir e oar komz skañv eus traoù sirius, hag evit ar blijadur da selaou ar yezh pinvidik ha saourus a zo gant ar c'hoarierien : brezhoneg Kerne ar Su. Un spectacle que l'on ne peut rater, parce qu'il parle de façon légère de choses sérieuses, et pour le plaisir d'écouter la langue riche et savoureuse des acteurs : le breton du Sud Cornouaille. Pegement evit mont e-barzh ? 'Giz 'po c'hoant. ||| Le prix d'entrée ? A votre convenance. Ar 16 a viz Ebrel : un deiziad da skrivañ war ho teiziataer. ||| Le 16 Avril : une date à marquer sur votre agenda. Na zisoñjit ket : d'ar Gwener 24 a viz Meurzh), abadenn "kontañ kaoz" e Oaled ar Gumun, e Plogoneg, da 6e d'abardaez. ||| N'oubliez pas : demain (vendredi 24 Mars), séance "Kontañ kaoz" au Foyer Communal, à Plogoeg, à 18h. Melanie Jouitteau ha Gweltaz Duval-Guennoc a zeuio da vreutaat ganeomp diwar-benn an teknologiezhoù nevez hag an intelijañs artifisiel : Chat GPT, anaouder mouezh, troer otomatek… ||| Melanie Jouitteau ha Gweltaz Duval-Guennoc viendront débattre avec nous des nouvelles technologies et de l'intelligence artificielle : Chat GPT, identificateur vocal, traducteur automatique... Kasit ganeoc'h ho pellgomz-hezoug ma fell deoc'h staliañ warnañ an anaouder mouezh… ||| Apportez votre portable si vous voulez y installer l'identificateur vocal... 'Benn arc'hoazh. ||| A demain. D'ar Gwener 24 a viz Meurzh, da 6e d'abardaez, sal an Neved, e Oaled ar Gumun, e Plogoneg. ||| Vendredi 24 Mars, à 18h, Salle Neved, Foyer Communal, à Plogoneg. Pellik 'zo dija e vez implijet troeroù otomatek evit treiñ testenoù skrivet e yezhoù bihan niver o c'homzerien, evel ar c'hembraeg pe an euskareg, e kazimant forzh peseurt yezh all (da nebeutañ ar re implijetañ). ||| Il y a déjà quelque temps que l'on utilise des traducteurs automatiques pour traduire des textes écrits dans des langues minoritaires, comme le gallois ou le basque, en quasiment n'importe quelle autre langue (du moins les plus répandues). Ha dav eo anzav e oa un tamm dale gant ar brezhoneg war an dachenn-se… ||| Et il faut avouer que le breton avait un peu de retard dans ce domaine... Bez e c'heller lâr emañ o cheñch penn d'ar vazh rak, hiriv an deiz, e vestronier muioc'h-muiañ an teknologiezhoù nevez-se evit ar brezhoneg. ||| On peut dire que les choses changent car, aujourd'hui, on maîtrise de plus en plus ces technologies nouvelles pour le breton. Melanie Jouitteau ha Gweltaz Duval-Guennoc a zeuio da ginnig ur sell war implij an teknologiezhioù Intelijañs artifisiel ("naouegezh artifisiel", e brezhoneg "chik !). ||| Mélanie Jouitteau viendront nous proposer un tour d'horizon  sur l'emploi des technologies de l'intelligence artificielle ("naouegezh artifisiel" en breton chic !) Ur gaozeadenn e vo, ha pep hini a c'hello lâr e soñj, pe goulenn diganto tra-mañ-tra diwar-benn an teknologiezhioù nevez-se, hag o implij hiriv an deiz evit ar brezhoneg. ||| Ce sera une causerie où chacun pourra dire ce qu'il pense, ou leur demander ceci ou cela à propos de ChatGPT, de ces nouvelles technologies, et de leur emploi au jour d'aujourd'hui pour le breton. Gounid pe dañjer ? Peadra vo da dabutal ha da eskemm, o terc'hel kont deus skouerioù fetis. ||| Gain ou danger ? Un sujet qui sera riche d'échanges, à partir d'exemples concrets. Gweltaz Duval-Guennoc a ziskouezo an anaouder mouezh emañ o krouiñ, ha kinnig a ra staliañ ur prototip war telefon ar re a garo. Digoust, evel-just ! ||| Gweltaz Duval-Guennoc présentera l'identificateur vocal qu'il est en train de créer, et il propose d'installer un proptotype sur le téléphone de ceux qui le voudront. Gratuit, évidemment ! Neuze, na zisoñjit ket ho pellgomz-hezoug'bar' gêr. ||| Alors, n'oubliez votre portable à la maison. Ar mekanik a zo gouest da ziskrivañ ar brezhoneg komzet. ||| Cet instrument est capable d'écrire le breton parlé. Da betra servij ? Seurt ostilhoù a c'hellfe sikour da skrivañ istitloù, pe skrivañ SMSoù e brezhoneg... a vouezh uhel ! ||| A quoi cela sert-il ? Des outils de ce type pourraient aider à à écrire des sous-titres, ou écrire des SMS en breton... à voix haute ! Ur sikour vras a c'hell bezañ evit kaout istitloù un abadenn football, pe c'hoazh evit an dud a vicher war ar sinema. ||| Ce peut être aussi d'un grand secours pour sous-titrer un match de foot, ou encore pour les professionnels du cinéma. Kinnig a ra Gweltaz displegañ penaos e ya en-dro ar mekanik, an diaezamantoù en dez evit mont war-raok hag ar strivoù a chom d'ober evit gwellaat an dra. ||| Gweltaz se propose d'expliquer comment fonctionne son outil, les difficultés qu'il rencontre régulièrement pour progresser et les efforts qu'il reste à faire pour progresser. Melanie Jouitteau (IKER, CNRS) war-lerc'h a ziskouezo penaos e vez savet un troer otomatek gouest da dreiñ deus ar brezhoneg d'ar galleg, hag ar c'hontrol. ||| Melanie Jouitteau (IKER, CNRS) montrera ensuite comment se construit un traducteur automatique capable de traduire du breton au français, et réciproquement. Tu 'vo esaeañ an troer war-eeun ivez. ||| Il sera également possible d'essayer le traducteur en direct. Displegañ a raio penaos e c'hell pep hini ac'hanomp skoazell da sevel binviji a-vremañ a servij d'an implij yezh. ||| Elle expliquera aussi comment chacun de nous peut aider à construire des outils au service de l'emploi de la langue. Ken ar Gwener zo 'tont 'ta, da 6e d'abardaez, sal an Neved, e Oaled ar Gumun, e Plogoneg. ||| Donc, à vendredi prochain, à 18h, salle Neved, au Foyer Communal à Plogoneg. D'ar Gwener 3 a viz Meurzh (6e d'abardaez, evel-boaz, e Oaled Kumun Plogoneg, evel-boaz ivez)  hor bo un emgav gant Jean Gouerec a zeuio da gontañ kaoz ganeomp. ||| Vendredi 3 Mars (18h, comme d'habitude, au Foyer communal de Plogoneg, comme d'habitude aussi), nous aurons un rendez-vous avec Jean Gouerec qui viendra s'entretenir avec nous. Kontañ kaoz diwar-benn petra ? ||| Nous parler de quoi ? Al laezh ! ||| Du lait ! Istor produiñ al laezh eo a gonto deomp, istor al laezh adalek deroù eil hanterenn an XXvet kantved betek an deiz a hiziv. ||| Il nous racontera l'histoire de la production laitière, l'histoire de la production du lait depuis le début de la seconde moitié du XXème siècle jusqu'à aujourd'hui. Emañ Jean o paouez souten un dezenn Marster 2 e Skol-Veur Roazhon 2, un dezenn a zo hec'h anv "Strategiezh c'hounit ar produiñ laezh bio ?". ||| Jean vient de soutenir une thèse de Master 2 à l'Université de Rennes 2, une thèse intitulée "La production laitière bio est-elle une stratégie gagnante ?". Komprenet mat ho peus : skrivet ha soutenet en deus e gounskrid e brezhoneg. ||| Vous l'avez bien compris : il a écrit et soutenu son mémoire en breton. Ha pa vez graet outañ ar goulenn : "Ar brezhoneg hag al laezh, 'blam da betra ?", e respont 'zo : "Bet ar brezhoneg ma yezh vamm gwechall-gozh. Bet al laezh danvez entanet ma studioù gwechall." ||| Et quand on lui pose la question : "Le breton et le lait, pourquoi ? ," il répond : "Le breton a été ma langue maternelle autrefois. Le lait a été pour moi sujet études passionnées autrefois. Setu, memor ar Master 2 brezhoneg : un digarez brav evit bodañ an div dachenn (blaz an hengoun ganto-o-div) en un egorenn voutin". ||| Voilà, le mémoire de Master 2 : une belle occasion d'assembler ces deux domaines (tous deux empreints de la saveur de la tradition) dans un espace commun". E studioù kentañ a zo bet troet war-du al laezh evel-just. ||| Il a évidemment orienté ses premières études vers le lait. Ur BTULD (Breved Teknikour Uhel a Labour-Douar) e Skol Vroadel Greanterezh a Laezh e Poligny (Jura), ha da heul un DSU (Diplom Studioù Uhel) war Greanterezh hag Ekonomiezh al laezh. ||| Un BTSA (Brevet de Technicien Supérieur Agricole) à l'Ecole Nationale d'Industrie Laitière à Poligny (Jura), puis un DES (Diplôme d'Etudes Supérieures) d'Industrie et d'Economie Laitières. Labouret en deus war an dachenn-se e-pad un daouzek vloaz bennak e Douai (Norzh) hag e Pariz. ||| Il a travaillé dans ce secteur pendant une douzaine d'années à Douai (Nord) et à Paris. Hag evit pinvidikaat e skiant-prenet hag e c'houzout-ober, setu-eñ da gregiñ gant studioù war ar merañ arc'hant ha melestradurezh an embregerezhioù. ||| Et pour enrichir son expérience et son savoir-faire, le voilà qui s'attaque à des études de gestion financière et administrative des entreprises. Mont a raio da labourat war-lerc'h e rann-mañ-rann Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Pariz. ||| Il travaillera ensuite dans différents services de la Chambre de Commerce et d'Industrie de Paris. Eno e echuo e bennad-amzer micherel evel Pennsekretour Skol ar Studioù Uhel war ar C'henwerzh (SHK). ||| C'est là qu'il terminera sa carrière professionnelle en tant que Secrétaire Général de l'Ecole des Hautes Etudes Commerciales (HEC). Erru war e leve, Jean en deus adkroget da vat gant e eil entan : e yezh vamm. ||| Une fois en retraite, Jean s'est remis pour de bon à son autre passion : sa langue maternelle. Kentelioù dre lizher gant Skol Ober, stajoù gant Roudour, kentelioù-noz gant Mervent… ||| Cours par correspondance avec Skol Ober, stages avec Roudour, cours du soir avec Mervent... Peadra da bakañ al live uhelañ eus an Diplom Barregezh Yezh. ||| De quoi accrocher le plus haut niveau du Diplôme de Compétence en langue. Ha da heul, an Aotreegezh war ar brezhoneg, hag ur Master e brezhoneg. ||| Et à la suite, la licence de breton, et un Master en breton. N'eo ket ur master war dra-mañ-tra o tennañ d'ar brezhoneg (ar yezhadur, ar geriadur...), met war un tem a denn d'ul lodenn resis eus ekonomiezh hor bro : ar produiñ laezh, laezh "kustum" ha laezh biologel. ||| Ce n'est pas un master sur tel ou tel domaine relevant de la langue bretonne (la grammaire, le vocabulaire…) mais sur un thème ayant trait à un aspect précis de l'économie de notre pays : la production de lait, lait "conventionnel" et lait biologique. Jean a zo unan eus ar re-se hag a ziskouez splann ez eus ur plas evit ar brezhoneg e pep tachenn ar vuhez a vremañ. ||| Jean est l'un de ceux qui montrent clairement que le breton a sa place dans chaque domaine de la vie contemporaine.. Brezhoneg brav ha pinvidik a zeu gantañ, hag e vo ur blijadur evit pep hini e selaou o kaozeal eus e entanoù… ||| Son breton est beau et riche, et ce sera pour chacun un plaisir de l'écouter parler de ses passions... Rak ouzhpenn ar brezhoneg hag al laezh 'zo : troet eo ivez davet ar sport, ha dreist-holl ar maraton. ||| Car il n'y a pas que la langue bretonne et le lait : il s'intéresse aussi au sport, et surtout au marathon. Kemeret perzh en deus e meur a hini dre ar bed a-bezh : Pariz, Madrid, New-York… ||| Il a pris part à plus d'un à travers le monde : Paris, Madrid, New-York... War-dro 80 000 km en deus redet a-hed an amzer, div wech tro ar voul-douar ! ||| Au fil du temps, il a couru à peu près 80 000 km, deux fois le tour de la terre ! Brezhoneg evel ma vez komzet c'hoazh war douaroù ar Porzhe, prederioù war mont en-dro produiñ al laezh biologel, hag evit ar re a fello dezho, alioù fur evit redek daou gilometrad ha daou-ugent en ur sachad… ||| Le breton tel qu'on le parle encore sur les terres du Porzay, des réflexions sur le fonctionnement de la production du lait biologique, et pour ceux qui le voudront, de sages conseils pour courir quarante-deux kilomètres d'affilée... Ne vimp ket tapet berr gant ar gaozeadenn ! ||| La conversation ne tournera pas court ! 'Benn ar Gwener 3 a viz Meurzh, 6e d'arbadaez, sal Neved Oaled ar gumun, e Plogoneg. ||| A vendredi 3 Mars, 18h, salle Neved du Foyer Communal, à Plogoneg. Na zisoñjit ket : bremaik, da 6e, emgav gant Thomas Moysan evit eskemm gantañ diwar-benn e labour e-ser KBI : diorren ar brezhoneg e KBI. ||| N'oubliez pas : tout à l'heure, à 18h, rendez-vous avec Thomas MOYSAN pour échanger à propos de son travail : le développement du breton sur QBO. Ur c'hemmig bihan : ne vo ket 'barzh ar sal Neved, evel boaz, met just e-kichen, 'barzh ar sal Aulne (an hini vihan). ||| Un petit changement : ce ne sera pas dans la salle Neved, mais juste à côté, dans la salle Aulne (la petite). Michañs e vimp un tamm peg-ha-peg... met, 'giz-se, e vo tommoc'h deomp ! ||| Sans doute serons-nous un peu serrés... mais, comme ça, on aura plus chaud ! 'Benn tuchantik. ||| A tout à l'heure. D'ar Gwener 13 a viz Genver e tegemerimp Thomas MOYSAN SIMON. ||| Vendredi 13 Janvier, nous accueillerons Thomas MOYSAN SIMON. Paotr Lannarstêr eo Thomas. Eno en deus tremenet e vugaleaj. ||| Thomas est de Lanester. Il y a passé son enfance. Ur chomadenn "Erasmus" en deus graet e Bro Italia e-kerzh e studioù e Roazhon war ar skiantoù politikel. ||| Il a fait un séjour "Erasmus" en Italie au cours de ses études à Sciences Po. à Rennes. Ur stummadur war ar c'hazetenniñ en deus kaset da-benn war-lerc'h, ha setu-eñ degouezhet da vat e-barzh skipailh Ouest-France. ||| Après il a suivi une formation de journaliste, et le voilà intégré à l'équipe de Ouest France. Evel kazetenner e oa kentoc'h techet da blediñ gant danvezioù na vezer ket lakaet war-wel an holl : ar "burn-out" e-mesk ar re yaouank da skouer, pe c'hoazh ar vazektomi… ||| En tant que journaliste, il avait surtout tendance à s'intéresser à des sujets dont on parle peu : le "burn-out" chez les jeunes par exemple, ou encore la vasectomie... Hag un deiz, dre forzh daremprediñ tud a oad gantañ ha brezhonegerien anezho… eo "kroget pik ar brezhoneg en e skouarn" ! ||| Et un jour, à force de fréquenter des brittophones de son âge… il "s'éprend du breton" ! Ha setu-eñ da lakaat e anv e Stummdi evit deskiñ ar yezh en doa klevet pa oa bihan. ||| Et le voilà qui s'inscrit à Stummdi pour apprendre la langue qu'il avait entendue durant son enfance. Goude an nav mizvezh stummadur en deus lakaet Thomas e anv evit bezañ e karg eus politikerezh diorren ar brezhoneg e tolpad kêrioù Kemper Breizh Izel. ||| Après les neuf mois de formation, Thomas postule pour être en charge de la politique de développement de la langue bretonne sur la communauté d'agglomérations Quimper Bretagne Ouest. Tapet ar post gantañ ! ||| Il a obtenu le poste ! Labourat a ra bremañ 'ta evit ma vo muioc'h-mui a vrezhoneg war an holl skorioù kehentiñ ha panellerezh produet gant an tolpad. ||| Il travaille donc maintenant pour accroître la place du breton sur tous les supports d'information et de signalétique mis en place par l'agglomération. Met ledanoc'h eo c'hoazh e dachenn-ober gant ma labour ivez war al lec'hanvadurezh ha lakaat-da-vont en-dro karta "Ya d'ar brezhoneg". ||| Mais son champ d'action est encore plus large puisqu'il travaille aussi sur la toponymie et l'application de la charte "Yan d'ar brezhoneg". Ul labour buheziñ a gas ivez da-benn dre an abadennoù "flapomp" aozet gantañ evit ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed. ||| Il mène également un travail d'animation à travers les séances "flapomp" qu'il organise pour les brittophones. Setu : Thomas a zo an den da gejañ gantañ evit ar re o deus c'hoant da c'houzout muioc'h war stad ar brezhoneg e korn-bro Kemper, pe ziorren intruduoù evit ma vo komzet ha klevet war ar pemdez. ||| Voilà : Thomas est celui à rencontrer pour ceux qui veulent en savoir plus sur l'état de la langue bretonne dans la région de Quimper, ou développer des initiatives pour qu'elle soit entendue et parlée au quotidien. D'ar Gwener 13 a viz Genver, e Sal Neved Oaled ar Gumun, e bourc'h Plogoneg, da 6e abardaez evel kustum : un emgav n'o ket posubl c'hwitañ anezhañ. ||| Vendredi 13 Janvier, Salle Neved du Foyer Communal au bourg de Plogoneg, à 18h comme d'habitude : un rendez-vous à ne pas rater. Hag a-raok en em gavout, Bloavezh mat d'an holl. ||| Et avant de se retrouver, Bonne année à tous.